War zouar ha war vor, un droiad digustum war an Aber an Aon

Petra ‘blijfe deoc’h ? ur bomm aer fresk ? Skuizhañ ho korf un tamm e-kreiz an natur ? Pourmenn a-hed ar stêr Aon war velo, war droad pe war vor gant ur vag kozh pe ur c’haiak. A-hed ho troiad e vo tu deoc’h kaout un tañva deus ar gladoù naturel ha sevenadurel dreistordinal.

An Argoad hag an Arvor a zo liammet gant ar stêr Aon a gavit e dibenn ar ganol etre an Naoned ha Brest. Dre ar stêr Aon ec’h en em gavit e Morlenn Vrest, unan deus ar re gaerañ er bed, hervez ar vartoloded bet er marin brezel.

Ur wech e Brest, diskennit betek ar porzh evit mont e-bourzh ur vag kozh (Loch Monna pe an Dalc’h Mat) a gaso ac’hanoc’h dre ar Vorlenn, goude e vo kendalc’het war velo a-hed ar stêr Aon, oc’h arvestiñ ar gwelioù ledan war an oufoù distro, ar porzhioù bihan, enno ar bigi diouzh ar chadenn. Brav e vo deoc’h bezañ war vor gant ho kaiak betek Landevenneg ha tremen dindan pont brudet Terenez a liamm gourenez Kraozon gant ar Faou.

Treuziñ morlenn Brest war ur vag kozh. – photo : Bellonet

Loc’hit diouzh ti-gar Brest evit mont war droad betek ar gar bigi dindan 20 mn bennak. Tu ‘zo deoc’h tremen a-hed ar Vali Dajot a-us d’ar porzh. Ehanit ouzh troad an Naval Monument lesañvet an Tour Roz, savet gant an American Battle Monuments Commission e koun an degemer graet d’an Amerikaned e-pad ar brezel bed kentañ.

Lestrit e-bourzh ar vag-kregina Loc’h Monna pe ar skloup aocher Dalc’h Mat evit treuziñ Morlenn Brest en un doare dreistordinal. Ar bigi a lestrit warno a zo bigi kozh brudet deus Penn-ar-Bed hag e kemeront perzh ingal e gouelioù ar bigi kozh.

Ur wech en em gavet e Porzh Terenez e vo tu deoc’h mont war velo betek an Ti Bihan, ho lojeiz.

War velo e bordoù ar stêr Aon – photo : CODEP-FFCT 29 – CRTB

Diouzh ho lojeiz, loc’hit gant ho pelo war ar GR 34 war-du ragenez Kraozon. Ur wech en em gavet e pont Terenez, kit betek ar gwelva savet war ar pont kozh evit arvestiñ ar gwel war ar stêr Aon.

Kit war-du Tregarvan hag ehanit mar plij deoc’h, e Mirdi ar skolioù war ar maez e Breizh evit punañ an amzer gant an diskouezadegoù, gant an taolennoù deus buhez ar vistri hag ar skolidi koulz ha gant an abadennoù kinniget. Diskennit betek kreiz ar bourk evit debriñ ho lein (fardet gant oztizien ho pod diwar produioù gounezet tost) en ul lec’h brav e-tal ar stêr. Pa vo echu lein ganeoc’h, dilezit ho peloioù ha kit gant ho kaiakoù war an aber Aon.

Diskennit ar stêr a-hed oufoù distro, koadoù, korzegoù, dre gildroennoù ar stêr Aon ha setu c’hwi e morlenn Brest.

Kit betek porzh Landevenneg. Pourmennit dre ar ruioù, liv broioù ar mor kreizdouarel warno, betek en em gavout e bod-ehan an ti-kêr.

Kêriadenn Landevenneg – photo : Albert Pennec

Goude bezañ treuz-didreuzet banelloù ar bourk gant o gwez palmez ha mimoza, dibabit ho troiad a gaso ac’hanoc’h war-du ar c’hoad pe a-hed ar stêr Aon. Ur gourenezig eo Landevenneg hag evit se eo bet chomet distro betek hiziv. Set’ aze an abeg pennañ, marteze, ma savas Gwenole ennañ e vanati kentañ. Ar rivinoù hiziv a dap enno ur mirdi, testenioù ennañ a-hed 1500 vloaz deus istor Breizh. Un abati nevez ‘zo bet savet e-kichen. E-kerzh ho troiad bale e vo tu deoc’h tremen a-hed ur vered evit bigi ar morlu broadel degaset amañ o c’hortoz bezañ dismantret.

Poent eo kuitaat ar stêr Aon !! Pignit e-bourzh al Loc’h Monna pe an Dalc’h Mat e porzh Landevenneg ha dav war-du Brest. Amzer ho po da zebriñ lein fardet diwar produioù fresk biologel diwar mare ar bloaz, produet er vro.

 

  • Kinnig evit ur chomadenn 3 devezh/2 nozvezh
  • Tu ‘zo mirout un droiad heñchet ambrouget gant un heñcher a-vicher (kevredigezh Dizolo)
  • Etre miz Ebrel ha miz Here hervez ar plas a chom hag ar mareoù
  • adalek 277,5€

Dre ar munudoù evit pep denl;;;;o

  • Mont-ha-dont gant ar boued war ur vag kozh (Loc’h Monna pe Dalc’h Mat) : 124€
  • Kevredigezh Dizolo : evit feurm ar velo, ar c’haiak, a vo kaset ha degaset : 85€ (adalek 3 den). Tu ‘zo bezañ ambrouget gant un heñcher.
  • Bod : Ti Bihan (koan, nozvezh, dijuni + pik-nik) : 53€
  • Bod-ehan Landevenneg : 15,50€

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×