Mont war velo

War laezhennoù Menez Are ha Menez C’homm, a-hed tornaodoù gourenez Kraozon ha traoñienn ar stêr Aon, ez eus kalz a hentoù heñchet gant panelloù. Brav e vo deoc’h mont da   bilat hent gant ho pelo war wenodennoù a gaso ac’hanoc’h e pep korniajoù deus ar Park. Tri diazlec’h war ar park a ginnigo deoc’h feurmiñ beloioù koulz hag e kinnigint deoc’h hentadoù a glot gant ho live.

Diazlec’h MTB Gourenez Kraozon – An aber Aon

An nep a fell dezhañ kantreal dre ar vro, ne c’hell ket tremen e biou gourenez Kraozon. Aze emaoc’h e pennoù Penn-ar-Bed, e zremmvroioù kaer a-hed an 11 hentad a c’hellit mont warno evit ho prasañ plijadur. Kemerit amzer e-pad an ehanoù diskuizh evit arvestiñ ha bezañ fromet gant ar vro gaer-meurbed tro-dro deoc’h .
Tu ‘zo deoc’h tapout Menez C’homm dre an hent gevred.

Diazlec’h MTB Menez C’homm – Traoñienn ar stêr Aon

Kemerit ho plijadur en ur stardañ war ho troadikelloù ha kildroit war torosennad  Menez C’homm a-hed dremmvroioù ha gwelioù ledan meurdrezus. Tu ‘zo deoc’h diskenn betek ar mor er Porze, zoken. Ma fell deoc’h loc’hañ diouzh Kast e vo tu deoc’h mont a-hed ar stêr Aon e Kastellin. An hentad a gendalc’h war-du Pleiben, peadra d’ober anaoudegezh gant traoñienn ar stêr Aon.

Diazlec’h MTB Menez Are -Menezioù Du

Pourmennit e Kreiz Breizh, e kalon tachennoù naturel dreistordinal, dremmvroioù mojennel, kêriadennoù mod gwechall gozh, koadeier marzhus, hentoù don ha gwelioù ledan didermen. Ur gwir dachenn c’hoari eo. Degemer a ra bep bloaz, abaoe 21 bloaz,  ur redadeg a loc’h diouzh an Uhelgoad, Roc’h des Monts d’Arrée an hini eo. (Muioc’h a ditouroù [https://www.lesroch.org/]). Un hent aes a gas d’ur menez d’egile.

9 hentad a dreuz Menez Are, a gas tro-dro d’an Uhelgoad hag ar c’hoadeg, d’an Hent glas V7 ha tro-dro d’ar Yeun Elez, ul lec’h mojennek anezhañ.

Al lec’h titouriñ war hent departamant D 785 e Plouneour-Menez a zo digor tro ar bloavezh hag e kinnig MTB da feurmiñ.

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×