Galv d’an intruduioù

Daoust hag ho peus ur raktres war dachenn ar Park a zegasfe startijenn en ur gumun deus ar Park (pe meur a hini) ? Emañ en ho soñj ober un dra bennak a glot gant talvoudoù ar Park ha emaoc’h o klask ur yalc’had arc’hant. Ar Park a c’hell sikour ac’hanoc’h ma respontit da c’halv d’an intruduioù.

Piv a c’hell kemer perzh  ?

An holl o deus ur raktres bennak, embregerien, krouerien, kevredigezhioù, c’hoantganto kas da benn un dra bennak war unan deus ar 44 kumun deus Park natur rannvroel Arvorig a c’hell kemer perzh.

Ho raktres a rank bezañ hervez talvoudoù ar Park (derc’hel kont deus an dud, karout ar vro, ha gwareziñ ar pourvezioù) ha sikour da zegas brud ha sachañ an dud war du ur gumun pe sikour da zegas respontoù ouzh ezhommoù an dud e-keñver ar servijoù

Digor eo an abadenn “Galv an intruduioù” d’an dud dre rummadoù dishenvel  :

  • Rummad  1 : an dud o deus ur raktres war tiriad ar Park, ledanaet evit klotañ gant hini ar Geopark (gant kumunioù Plougastell, Landerne, Dirinonn, Sant-Vig, Loperc’hed ha Ploudiern). Evit ar c’humunioù-mañ ne vo degemeret nemet raktresoù diwar-benn an touristerezh pe ar sevenadur (evit klotañ gant palioù ar Geopark).
  • Rummad 2 : ar c’hevredigezhoù ha tud strollet
  • Rummad 3 : ar 44 c’humunioù a zo ‘barzh ar Park
  • Rummad 4 : ar strolladoù /kevredigezhioù/kuzulioù re yaouank (skolajoù/liseoù)

Ho raktres a rank bezañ hervez talvoudoù ar Park (derc’hel kont deus an dud, karout ar vro, ha gwareziñ ar pourvezioù) ha sikour da zegas brud ha sachañ an dud war du ur gumun pe sikour da zegas respontoù ouzh ezhommoù an dud e-keñver ar servijoù

Penaos kemer perzh  ?

Loc’het eo bet Galv d’an intruduioù evit 2020-2021.

Pellgargit kaier ar c’hargoù hag ar furmskrid evit kemer perzh dindan. Ho teuliad a rank bezañ kaset d’ar Park d’an diwezhatañ ar 17 a viz Du da greisteiz.

Penaos e vez ambrouget ar raktresoù ?

Ar raktresoù emstrivet a vez kinniget d’an holl dud a c’hell votiñ ha war an tu all e vezont kinniget d’ur juri, dilenidi ha teknisianed ennañ.

Ur raktres dre rummad a vez dalc’het ur wech votet gant an dud hag gant ar juri.

Evit ar rummad 1 : Ur yalc’had arc’hant a 1200 € a vez roet e framm ur c’houlzad arc’hantaouiñ a-stroll. Ur sikour teknikel a vez degaset gant ar Park.

Evit ar rummadoù 2 / 3 / 4 : pep raktres a vo ambrouget gant ar Park betek 1200 € ma vez diskouezet ar fakturennoù. Ar raktresoù all emstrivet a vo ambrouget gant ar park dre stignadoù all.


Loreidi 2019

Organic boats

Julien Gratio a zo e raktres gwerzhañ bigi nevezus, awenet gant bigi kozh ar bed lakaet da glotañ gant ezhommoù a-vremañ evit ar bageal a blijadur en ur zoujañ da balioù ha da zalc’hoù an ekonomiezh ha d’an ekologiezh : implij koad ar vro, liennajoù ha kerdin graet e Frañs.
Emañ e soñj kinnig ur vag kentpatrom e stumm ur birogenn dre lien a 5 m. a hirder gant daou gempouezer. Ur vag skañv, aes d’ober gantañ ha aes da renkañ, set’ aze ur vag savet evit un niver bras a dud.

Annez evit arzourien, sonerien, korollourien, dañsourien, komedianed

Laure Tosi a zo he micher krouiñ bravigoù, Elena Rocco ‘zo sokiologourez, Etienne Monnier, soner ha munuzer ha William Cliquennas, a zo skrivagner. Mignoned int ar pevar anezho. C’hoant o deus bet asambles da sevel ur raktres evit reneveziñ skol gozh Kenekwenn e Skrigneg ‘benn sevel enni ul lec’h evit degemer arzourien gant ar pal kinnig d’an arzourien, sonerien, dañsourien, korollerien, videourien, skiantourien, leurennerien, arzourien-neuziañ ul lec’h ma c’hellint kaout peadra evit krouiñ.

Loreidi  2018

Loc’het e miz Ebrel 2018, galv d’an intruduioù kentañ e Park an Arvorig en deus strollañ 10 kinnig. Doser « Saout Kervel » e Hañveg a zo bet dibabet da loread. Ur raktres evit treuskas un atant labour-douar ambrouget gant ar Park e kerzh ur c’houlzad arc’hantaouiñ a-stroll. Dastumet eo bet ouzhpenn 6000 € evit prenañ saout du a servijo da Alexis, Nicolas, Clémence evit produiñ ha treusfurmiñ laezh o saout en o atant ‘benn 2020. https://youtu.be/gmoI8M0fpR8

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×