Park natur rannvroel Arvorig a ginnig labourat gant an etrekumuniezhioù evit sevel steuñvennoù dremmvro, a zo kement a lodennoù deus karta an dremmvroioù hag an tisavouriezh. An teuliadoù-mañ a sikouro an dilennidi d’ober gant an dremmvro pa savont raktresoù terkañ en o c’humun.
Diwar abeg galv ar raktres lañset gant Ministrerezh an Ekologiezh, an Diorren padus hag an Energiezh eo bet savet ur steuñvenn gentañ evit kumuniezh-kumunioù Menez Are (a zo bremañ e-barzh Kumuniezh-Menez-Are).
Kumuniezh-kumunioù Menez Are ha Park Arvorig o deus labouret asambles evit dielfennañ dieferioù sokial, sevenadurel hag ekonomikel an dachennad. Ranket o deus an dud en em c’houlenn penaos e cheñchfe an dremmvroioù evit derc’hel kont deus an doare m’en em treusfurmont ‘barzh ar raktresoù.
Al labour-mañ a c’hell servij evit ar c’hêraozañ, an ekonomiezh, al labour-douar, an touristerezh ‘benn gouzout peseurt divizoù kemer pe war peseurt hent mont. Un difrae dibar eo peogwir e sell ouzh an holl dachennoù evit pakañ ar gwellañ a c’hello bezañ lakaet war wel. Pledet ‘vez war an dremmvroioù aroueziel brudet mat koulz hag al lec’hioù bemdeiz evel ar bourkoù, ar c’hêriadennoù, an douaroù labour-douar. Ul labour graet a-stroll eo evit termenniñ oberoù.
Steuñvenn dremmvro kumuniezh kumunioù Menez Are a zo enni 3 zeuliad : an diagnostik, ur gartenn warni palioù evit kaout perzhioù uhel, roll an oberoù.