Gourenez Kraozon a zo ennañ dremmvroioù kemm-digemm. Ur vro c’hwek er c’hreisteiz ha gouez er c’hornog hag en hanternoz. Beg Penn ar Roz, begoù Din ha Penn-Hir a zo bevennet gant un heuliad tornaodoù ha dindano traezhioù traezh fin.
Tu zo deoc’h kavout un tañva deus an dremmvroioù garv ha kaer-mañ gant ur blankenn-dre-roeñv, ur c’hayak pe c’hoazh ar c’hoaststeering. Diouzh ar c’hiz emañ an oberiantiz-mañ a stag asambles krapat diskenn a-hed ur gordenn, neuial ha lammat ‘barzh an dour (a rank bezañ graet dindan beli ambrougerien diplomet).
Bez’ e c’heller krapat e Kameled en e Penn-hir en ul lec’h kempennet a-ratoz evit ma c’hellfe an dud a bep live krapat. Lec’hioù ‘zo ne c’heller ket tapout war droad, kit e bourzh ur vag a gaso ac’hanoc’h betek ar mougevioù dindan vor, tornaodoù pe oufoù distro ragenez Kraozon.
Tornaodoù enez Eusa a zo kaer meubed hag iskis da welet, tu ‘zo deoc’h arvestiñ anezho war droad, war velo dre an hentoù niverus a zo pe dre ur weladenn heñchet ‘barzh ur c’harrig-boutin.
Ar gavan beg ruz : ul labous rouez hag en arvar
Ar gavan beg ruz gant e bluñv glas-du hag e bavioù ruz a zo ul labous deus familh ar brini (enni ar frav, ar vran, ar gavan). Ne zebr nemet larvenned amprevaned ‘barzh an douar. Ul labous rouez-tre eo hag en arvar peogwir e vev war letonennoù aod a zo bremañ dilezet gant an dud hag abalamour da se ez eus nebeutoc’h a voued (kaoc’h saout) evit an amprevaned. Bez’ ez kavaned war enez Eusa hag e ragenez Kraozon. Ar gludad laboused a zo bet niveret, lakaet ur walenn da bep hini hag evezhiet.