Tremenit dre Venez Are, evit kaout un tañva deus Breizh. An douaroù-mañ a zo war ar memes tro fall ha digevannezus padal e vagont ijin an dud gant o dremmvro ne gaver neblec’h all e Breizh.
Klasket ‘vez reiñ ton d’ an eko-peuriñ gant Park an Arvorig.
Ur rouedad stank a wenodennoù-bale a dremen war Menezioù Are. Darempredet e vezont gant ar valeerien ha gant sportourien, uhel o live, met ivez gant ar familhoù, c’hoant ganto mont e kalon Breizh. Tro ar bloavezh e c’heller dont da bourmen (deuit gant an dilhad a zere) e Menez Are ha gwelet dremmvroioù ha santout an aergelc’h disheñvel hervez mare ar bloaz.
Leinioù uhelañ e Breizh a zo e-touez chadennad Menez Are. Al leinioù brudetañ a zo Tuchenn Sant-Mikael (hag ar chapel warni) a dap 381m, ar Roc’h Drevezel (384 m) hag ar Roc’h Dredudon (383 m). Houmañ a vez gwelet deus a bell gant he stign treuskas pellgehentiñ. Leinioù uhelañ ar chadennad koulz a leinioù uhelañ e Breizh a zo an Duchenn Gador (384 m) hag ar Roc’h Ruz (385 m).
Al lec’h deus ar re wellañ evit sellet ouzh ar stered
E kreiz Menez Are, an noz du ‘zo du-pod. Gwarezet eo da vat kreiz Breizh ouzh ar goulaouiñ foran hag ar pezh ‘vez graet anezhañ saotradur dre c’houlaouiñ a vir ouzh an dud gwelet mat ar stered. E Menez Are ez eus lec’hioù deus an dibab evit ma c’hellfe an dud entanet gant ar stered sellet mat outo. Kit e lec’hioù uhel, war duchenn Sant- Mikael (ha n’eo ket didud atav diouzh noz) pe war gribennoù ar reier. E penn-kentañ miz Eost, Nozvezh ar stered a ginnig d’an holl abadennoù a bep seurt digoust gant ar pal degas un tamm gouiziegezh d’an holl.