A-bouez eo al labour-douar evit Park natur rannvroel Arvorig peogwir e tegas kempouez d’an ekonomiezh, d’an endro naturel ha sokial. Divizet eo bet gant ar Park sikour ul lodenn deus al labourien-douar a labour en un doare hengounel oc’h implij doareoù d’ober a viskoazh hag a zalc’h un tamm labour war ar maez. Ne c’heller ket ober hep al labourerien-douar war ar maez. Labour ar Park a zo broudañ, ambrougañ, dougen ha brudañ an holl raktresoù hag intruduioù padus o toujañ d’an danvezioù naturel ha d’an dremmvroioù. Ar Park a gustum aesaat ar filierennoù boued.
Steuñvenn labour-douar-endro hag hin
Ambrougañ a ra ar Park ouzhpenn 200 labourer-douar (30% deus ar plasoù labour-douar ) evit kenderc’hel gant o doareoù d’ober ma z’int dereat pe sikour cheñch anezho ‘benn gwareziñ an endro, ar vevliesseurted, an doureier hag ar meteier naturel , (dreistholl al lannegoù hag an tachennadoù gleb). Karget eo ar Park da gas en-dro ur steuñvenn labour-douar-endro hag hin o kenlabourat gant sindikadoù diazadoù doureier. Ar c’henlabour-mañ en deus permetet sevel kontradoù diwar-benn diarbennoù labour-douar-endro hag hin (MAEC) gant al labourerien-douar war gasimant 40% deus ar gorreadoù labour-douar talvoudus (SAU) a zo war ar Park.
Konkour war ar pleustroù labour-douar-ekologel
Kenurzhiet ‘vez ivez gant ar Park asambles gant sindikadoù diazadoù doureier Konkour Meur labour-douar ar pleustroù labour-douar ekologel hanternoz Penn-ar-Bed. Bep bloaz, ur juri a ro prizioù da labourerien-douar a glask tennañ gounid deus o douaroù en ur wareziñ ar vevliesseurted hag e tibabont falc’hat anezho pe sevel loened enno evit hen ober.
Digolloù arc’hant evit gwareziñ an endro
E 2020-2021 e vo roet digolloù arc’hant da saverien loened Menez-Are a skoazello gwareziñ an endro (PSE). An digolloù-mañ a vez graet ‘diabarzh Steuñvenn ar vevliesseurted. Ar pal a zo enebiñ ouzh digresk ar vevliesseurted e tachennadoù gant labourerien-douar en ur vrudañ an doareoù d’ober a warezo an douaroù, an doureier hag a adsavo ar vevliesseurted er meteier dour ha gleborek.
Derc’hel kont deus kemm an hin
Ret eo labourat evit ma kouezhfe kempouez ar plasoù labour-douar gant cheñchamant an hin hag ar gwellañ ma c’hellont. Set’ aze diazez ar program europat INTERREG a zo Breizh’hin e anv a vo Park Arvorig ennañ.
Palioù ar steuñvenn a zo :
- Graet e vo studiadennoù evit gellout skeudenniñ ar c’heñchamantoù a vo e dremmvroioù ar Park diwar kemm an hin. Penaos e kemmo ar maezioù ?
- Sikour an dilennidi, an annezidi hag an dud a labour war ar Park, dreistholl al labourerien-douar da sevel oberoù boutin a sikouro da azasañ ouzh cheñchamant an hin.
- Arnodiñ ha prouiñ oberoù boutin evit azasañ dre chanterioù stur. An arnodennoù-mañ a vo graet war o zro ha brudet dreist steuñvenn ar programm LIFE hag evit hen ober e vo kenlabouret gant Strollad labourerien-douar viologel Penn-ar-Bed (GAB29) hag diazezadur publik tiriadel diazad ar stêr Aon (EPAGA).
Pourvezioù ha danvez mat a zo er vro koulz profitañ evit debriñ boued produet tost. Set’ aze ar pezh a glask brudañ ar Park abaoe bloavezhioù. Klask a ra adlec’helaat ar produiñ ha lakaat nes al labourerien-douar hag ar vevezerien. Kemer a ra perzh e steuñvennoù boued tiriadel a sell ouzh tiriad ar Park ha dreistholl er steuñvenn a ra departamant Penn-ar-Bed war he zro.
An amredadoù berr
Ar Park a bled gant brudañ ar broduerien lec’hel o deus skiant-prenet evit produiñ boued mat. Ar merk Talvoudoù ar Park a zo ennañ nemetken saverien kig dañvad. Emaer o studiañ penaos reiñ ar merk da broduerin all (kig bevin, louzeier, boued ar mor)
Ar steuñvenn FOCAL, ur sell a-stroll war ar filierennoù boued
Ar Park a zo e labour lakaat an dud da brederiañ a-stroll evit gouzout penaos diorren filierennoù saout laezh ha saout kig gant labourerien-douar a lako o saout da beuriñ. Ar preder a rank sellet pizh ouzh c’hoantoù ar vevezerien ha strategiezhoù al labourerien-douar diouzh ar produioù labour-douar betek an dasparzhañ. Pal ar studiadenn a zo :
- Gwelet ma z’eo posubl sevel ur filierenn laezh ha kig bevin diabarzh diazad bevañ Bro Brest gant labourerien-douar bihan.
- Termeniñ ur strollad labourerien-douar youlek
- Termeniñ an diazezoù evit ur filierenn lec’hel
Al labour-mañ a zegaso danvez da ezhommoù ar pretierezh stroll. Ar stignad Agrilocal kaset en-dro gant departamant Penn-ar-Bed a zo e bal stagañ liammoù etre ar labourerien-douar hag ar besketaerien hag an dud a bren boued evit ar pretierezh stroll e Penn-ar-Bed.
Ar steuñvenn-se a zo kenarc’hantaet gant yalc’hadoù programm europat LEADER hag ar geveler a zo Sindikad diazad ar stêr Elorn.
Dremm nevez al labourerien-douar hiziv
E Breizh hiziv ez eus 3 labourer-douar a ya kuit war o leve evit unan o kregiñ gant ar vicher. An hanter deus al labourerien-douar a zo ouzhpenn 50 vloaz. Un drederenn deus an dud a loc’h gant ar vicher ne deuont ket a familhoù a labourerien-douar hag an dud-mañ o deus ezhomm da vezañ ambrouget muioc’h hag e-pad pelloch, diouzh o raktres o tiwanañ betek ma vefent staliet da vat. An dud-mañ o deus diaezamantoù difer : Barregezhioù a vank dezho, n’o deus ket labouret pell a-walc’h ha n’o deus ket a-walc’h a skiant-prenet war ar vicher, diaes eo dezho kaout douaroù da labourat ha n’eo ket aes dezho kaout darempredoù gant al labourerien-douar all.
Un dachenn labour-douar arnodiñ
Emañ ar Park o sevel un dachenn labour-douar arnodiñ evit sevel loened evit ma c’hellfe un danvez-labourer-douar priziañ e youl hag e c’hoant kendelc’her gant ar vicher labourer-douar. Posubl ‘vo dezhañ kaout skiant-prenet war ar sevel loened da vat ‘barzh ur framm sur. Un doare da grennat war ar riskloù ha war ar font-arc’hant e-pad ur bloavezh (a c’hell bezañ kendalc’het betek tri bloaz d’ar muiañ). Bez e c’hello an den ober gant chatal an domani, savadurioù sevel loened, mekanikoù ha dafar. Bez e c’hello ober e vad deus kuzulioù ha skiant-prenet an deknikourien loened koulz ha re ensavadurioù al labour-douar.
Kevelouri evit staliañ plasoù labour-douar gant peisanted
Stignadoù zo evit sikour al labourerien-douar d’en em staliañ. Roet e vo lañs d’ur stignad nevez a zo ur gevelouri evit staliañ peisanted (CIAP) e Penn-ar-Bed. Ar gevelouri a vod tud a labour e bed al labour-douar (Strollad al labourerien-douar biologel 29, kreizenn an intruduiù evit brudañ al labour-douar hag ar maezioù e Penn-ar-Bed), kengevread ar beizanted , lise publik al labour-douar CMK) tud a labour ‘barzh an ekonomiezh sokial ha kengret (Chrysalide – Kevelouri oberouriezh hag implij e Penn-ar-Bed). Ar gevelouri a ginnig ur stummadur (Stummadur peisant ijinus) arc’hantaet gant Rannvro Breizh ha Pol Implij. Ar gevelouri a genurzho ha kas davet tachennadoù labour-douar arnodiñ. Dindan berr amzer e c’hello ivez kinnig portezañ evit al labourerien-douar.
Gouennoù loened deus Breizh
Gouennoù loened doñv deus Breizh a zo ken talvoudus evit ar vevliesseurted eget ar gouennoù gouez. E-barzh ar gouennoù labour-douar ez eus : ar saout du, an arvorikaned, ar saout melen, deñved Eusa, deñved ar Gerveur ha re Lannegoù Breizh, givri ar fozioù, ar moc’h gwenn, ar yer koukoug Roazhon pe ar gwenan du. En arvar int bet da vont da get goude an eil brezel bed pa grogas al labour-douar e Breizh da vezañ produadurour. Saverien loened ‘zo o deus divizet sevel en-dro gouennoù kozh ha kavet ‘vezont muioc’h mui e plasoù labour-douar a zo reizhiadoù ekonomikel yac’h.
An holl dud (saverien, treuzfurmerien ..) dibabet ganto labourat gant gouennoù kozh ar vro a zouj an endro ha sevenadur ar vro. Al lodenn vrasañ deus ar saverien a zo gwell dezho labourat e amredadoù berr. Produiñ, treuzfurmiñ ha gwerzhañ a reont o froduioù pe en o flasoù labour-douar pe er marc’hadoù.
Mirout ha brudañ ar gouennoù-mañ
Abaoe 1990 e labour ar Park evit gwareziñ ar gouennoù labour-douar ar vro asambles gant ar saverien bodet e kevredigezhioù. Ar gefridi-mañ a zo blein abeg Domani Menez-Meur e Hañveg a vez savet ennañ an holl c’houennoù saout, deñved, moc’h ha kezeg. Diskouezet ‘vez al loened d’an dud ha kaset e vezont da saverien loened.
Abaoe 2011 e kenlabour ar Park gant Kevread Gouennoù Breizh a zo e garg brudañ ha diorren ar sevel, ar produioù hag ar reizhiadoù labour-douar. Loened domani Menez-Meur a gemer perzh e c’henstrivadegoù labour-douar rannvroel pe broadel hag alies e vez roet prizioù dezho. Ar chatal a vez implijet alies evit kempenn meteier naturel an domani a pezh a ziskouez splann e c’hell kouezhañ kempouez gwarez ar vevliesseurted gouez gant gwarez bevliesseurted al labour-douar.
Ar Park a skoazell kevredigezhioù saverien loened. Abaoe 2016 e tegemer ar Park magerezh givri ar gevredigezh saveteiñ ha brudañ givri ar fozioù. Ar pal a zo kreskiñ niver ar broduerien formaj-laezh a ra gant ar ouenn-mañ evit brudañ he deus ar ouennad-mañ talvoudegezh ha sikour ar saverien da brenañ tropadoù givri prest da venniñ dibabet ha savet evit perzhioù mat o laezh.