Hiziv e ouezer mat eo bet kresket kalz talvoudegezh ar c’hoad gant an dalc’h a zo kemm an hin. Ar c’hoad a c’hell bezañ koad-med, koad-prenn, koad energiezh renevezus hag ar c’hoadegoù a zo lonkelloù karbon.. Park natur rannvroel Arvorig hag an dud e labour ganto o deus savet asambles karta koadeg an tiriad.
Karta koadeg an tiriad
Breizh ha Penn-ar-Bed n’int ket brudet evit kaout tachennadoù plantet gant gwez, koulzkoude ez eus war ar Park koadegoù a zoare plantet gant gwez deliaouek deus ar vro : Koad ar C’hrannoù, koad an Uhelgoad, koadegoù war naou a bep tu d’ar stêr Aon.
Bez’ eus ivez tachennadoù gant gwez deliaouek ha gwez rousin bet plantet goude ar brezel gant font broadel evit ar c’hoad.
Ur garta evit merañ ar c’hoad war un tiriad a zo bet savet asambles gant Ofis broadel ar c’hoadoù, (ONF), Kreizenn-rannvro ar perc’hennañ koadoù (CRPF), servijoù ar Stad hag ar re a labour e ekonomiezh ar c’hoad (perc’henned, labourerien ar c’hoad, embregerezhioù..) ‘benn kaout un diskoulm d’an dalc’hoù-mañ :
- Kreskiñ ha kreñvaat war hir dermen ar pourvezioù diwar ar c’hoad en un doare a glot gant an holl implijoù ‘vez graet bremañ deus ar maezioù ‘benn kaout tachennadoù koadek liessimplij ha harpus.
- Skoazellañ an hentennoù tiriadel a labour gant ha diwar ar spesadoù gwez lec’hel
- Lakaat an dud da labourat asambles goude bezañ savet etrezo un emglev boutin a zere evit an hol, sevel stummadurioù evit an oberourien ha kelaouiñ an dud.
Mont-en-dro ar garta hag he c’has da benn a zo labour ar Park ha d’e gevelerien dreistholl Kreizenn-rannvro ar perc’hennañ koadoù, Abibois, hag Ofis broadel ar c’hoadoù (ONF).
Ret eo kaout darempredoù stank gant ar berc’henned evit tizhout ar pal a zo kenderc’hel da gaout pourvezioù koad.
Koad an Arvorig evit skoazellañ filierenn diwar koad ar vro
Park an Arvorig a skoazell kevredigezh Koad an Arvorig a zo he fal tennañ gounid ha brudañ ar c’hoad-prenn e Breizh. Fellout a ra d’ar gevredigezh labourat en un doare reizh hag atebek ‘barzh amredadoù berr ha kengret.
Ar strollad tud-mañ a zo ennañ perc’henned font, labourerien-koad, labourerien-douar, koadourien, gwezourien-diskourrerien, difarderien, heskennerien, munuzerien, kilvizien, kilvizien-vor, ebenourien, kizellerien, tonellerien, luderienn, hep menegiñ an dud a sikour an doare da welet ha d’ober evit degas talvoudegezh d’ar c’hoad lec’hel. Izili ar gevredigezh a vez ganto alies abadennoù plijus ha kengret evit stummañ, brudañ ar c’hoad ha chemedoù diwar ar c’hoad.