Brudet eo Park natur rannvroel Arvorig evit pinvidigezh ar gladoù naturel ha sevenadurel war e diriad.
An dud a vev er Park o deus chemedoù ha peogwir e vevont hag e labouront war ar Park e vagont ar vuhez ekonomikel hag e tegasont brud an tiriad.
Lakaat war wel an artizanerezh arz
Bep bloaz e penn-kentañ miz Ebrel e vez aozet « Devezhioù Europat ar micherioù arz ». Kenurzhiañ a ra ar Park an darvoud asambles gant Ensavadur broadel ar micherioù arz ha Kambr Rannvroel ar micherioù hag an artizanerezh. Ur pemzek den a vicher a gemer perzh. Un droiad « Artizanerezh arz e rouedadoù berr » a vez kinniget d’an dud, dezho d’ober anaoudegezh gant an artizaned en o stal labour pe en o stal gwerzh. Un doare da stagañ darempredoù gant an dud ha gwellaat anaoudegezh an dud diwar-benn micher an artizaned, o buhez, o c’hoant hag o dibaboù evit krouiñ ha kaout un tañva deus ar produioù.
Dreist an abadenn-mañ, e labour ar Park war hir dermen evit ar micherioù arz dre an oberoù-mañ
- renabliñ ha frammañ an artizanerezh arz war ar Park
- ambrougañ diorren an hentenn ha reiñ talvoudegezh d’o labour
- brudañ produioù an artizanerezh arz
Merk talvoudoù Park natur rannvroel evit an artizanerezh arz
E 2019, ar Park natur rannvroel a ginnig d’ar vicherourien arz (hervez ar roll termenet e diferad an 24 a viz Kerzu 2015) emezelañ d’ar Merk « Talvoudoù Park natur rannvroel-Chemedoù »
Bez’ e c’hellont bezañ ‘barzh rouedad an 40 bennak a dud a labour evit an diorren lec’hel, gwarez an endro hag hevoud an dud.
Ar merk « Micherioù arz » a glask anavezout orin an danvez implijet, a zo intereset gant mestroniañ ar chemedoù, ar pezh a denn deus an endro ha penaos e vez meret lastezioù an obererezh.
Ar merk a zo e bal lakaat muioc’h war wel ar micherioù war ar Park, brudañ produioù an artizaned ha lakaat an dud da labourat asambles.