Kefridioù ha palioù ar Park

Termennet eo kefridioù ur Park natur rannvroel gant Kod an endro. Diwar e gefridioù e sav, asambles gant e gevelerien ur steuñvenn diazezet war an diorren padus war e diriad a-bezh : ar garta an hini eo. Ur wech savet ar garta e termenno ha hencho labour ar Park.

Kefridioù ar park

Ur Park natur rannvroel a zo dezhañ pemp kefridi hervez mellad R333-4 Kod an Endro :

  • Gwareziñ ha merañ ar gladoù naturel, sevenadurel ha dremmvroel,
  • Terkañ an tiriad
  • An diorren ekonomikel ha sokial
  • An degemer, an deskadurezh hag ar c’helaouiñ
  • An arnodiñ hag an neveziñ

Ar garta

Ar garta a zo ur gevrat enni ar steuñvenn a zispleg penaos e vo gwarezet ha peseurt palioù diorren padus a zo evit Park natur rannvroel Arvorig. Ur wech skrivet e vez kinniget d’un enklask foran evit ma c’hellfe an holl burutellat ha da c’houde e rank ar c’humunioù ‘barzh ar Park votiñ evit reiñ o asant koulz hag ar rannvro, an departamant hag ar gevelerien sokiomicherel ha prezidanted ar c’hevredigezhioù.

Termenniñ a ra ar palioù da dizhout, war peseurt tu heñchañ ar gwareziñ, ar brudañ hag an diorren er Park koulz hag ar muzulioù evit kas ar palioù da benn. A-benn 15 vloaz e vez azgwelet ar garta hag hervez mont-en-dro an difrae-mañ e vo adrummet ar Park pe get gant ministrerezh an endro. Park natur rannvroel Arvorig en doa dibabet an dremmvroioù  da ziazez ar garta 2009-2024 gant an titl “Evit dremmvroioù dibabet en Arvorig”.

Palioù labour ar garta-mañ a zo :

  • Kreñvaat pinvidigezh elfennoù ar glad a ziorren kalite buhez d’an dud.
  • Skoulmañ asambles labour an dud ha talvudegezh ar gladoù naturel war an douar, war vor, war an inizi.
  • Buheziñ ar gladoù hag ar c’hrouiñ arzel gant raktresoù boutin
  • Labourat amañ (er c’humunioù) hag ahont (broioù all)

Ar preder evit sevel karta da zont Park natur rannvroel Arvorig a zo bet boulc’het.

Gwelloc’h kentrec’hiñ eget rediañ

Barregezh ar Park evit gwareziñ ha diorren e diriad a zo diazezet war mont-en-dro ar garta ‘benn tizhout ar palioù, o c’houzout e vez graet al labour-se dre titouriñ, kelaouiñ, buheziñ ha degas deskadurezh d’an dud a zo o chom, o tremen pe o labourat er park.

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×