Kampiñ dindan an amzer er Park ?

C’hoant bras ‘zo ganeoc’h mont da bilat hent e douaroù digor frank Park natur rannvroel Arvorig ?  Marteze e vefec’h techet da gampiñ en diavaez deus an tachennoù kampiñ ?  Ret eo deoc’h gouzout araok loc’hañ gant ho hent ez eus reolennoù strizh evit pezh a sell deus kousket forzh pelec’h dindan bolz an neñvoù.

Difennet eo kampiñ e pep lec’h p’emaoc’h war ul lec’hienn enskrivet pe ul lec’hienn rummataet hervez lezenn ar bloavezh 1930 a bled gant gwareziñ al lec’hiennoù. Ul lezenn broadel eo a dalvez ivez en diavaez  deus Park an Arvorig.

War dachenn ar Park, kalz a zouaroù a zo barzh un takad enskivet, diposubl eo (kasimant) kampiñ forzh pelec’h.

Bez’ e c’hellit profitañ deus an tachennoù kampiñ, ar bodoù ehanañ pe ar bodoù evit ar strolladoù hag ar c’hambroù ostizien. Ma fell deoc’h kampiñ war zouaroù prevez e rankit goulenn gant ar perc’henn gant ma z’eo an tamm douar en diavaez deus ul lec’hienn enskrivet pe rummataet. Evit kaout muioc’h a ditouroù, goulennit gant tiez-kêr ar c’humunioù treuzet ganeoc’h e-kerzh ho paleadenn.

 

Evit gouzout muioc’h

‘Barzh hor bloazlevr ez eus roll ha chomlec’hioù ar pretioù hag an herberc’hioù c’hoant ganto mont pelloc’h war hent an ekonomiezh padus hag o deus asantet doujañ talvoudoù Park an Arvorig.

‘Barzh ar bloazlevr e kavot roll tiez an douristed war ar Park. Ganto e vo an holl ditouroù diwar-benn an holl obererezhioù ar c’horn-bro emaoc’h o kweladenniñ.

Mar dibabit mont gant ho karr-kampiñ e gourenez Kraozon, e vo an holl ditouroù ‘barzh ar sturlevr embannet gant Kumuniezh Kumunioù Gourenez Kraozon – an Aon mor.

 

 

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×