Mont-en-dro ar Park

Meret eo Park natur rannvroel Arvorig gant ur sindikad kemmesk, melestret gant ur poellgor sindikad. Ur skipailh, teknisianed liesdiskiblezhel ennañ a kas da benn oberoù ar Park.

Ar sindikad kemmesk

Sindikad kemmesk Park natur rannvroel Arvorig a zo ennañ dilennidi Rannvro Breizh, departamant Penn-ar-Bed, 44 c’humun ezel, 4 c’hêr-dor a zo war dreuzoù ar Park, 8 strollegezh (kumuniezhioù-kumunioù, tolpadoù ha Brest Meurgêr).

Arc’hantaouet eo gant Kuzul Rannvro Breizh, Kuzul departamant Penn-ar-Bed, kumunioù hag etrekumunioù ar Park, ar c’hêrioù-dor, ar stad, Europa, aozadurioù ha kevelerien a bep seurt.

Ar poellgor sindikad

Meret eo ar Sindikad kemmesk gant ur poellgor Sindikad, 69 dileuriad ennañ.

Organ divizout ar Park eo. Ur varregezh hollek en deus evit kas holl obererezhioù ar sindikad war-raok ‘benn seveniñ karta ar Park.

Diabarzh ar poellgor sindikad, e vez añvet 17 dileuriad a aoz ur Burev a ra war-dro al labour pemdeziek, roll an oberoù ha krog da sevel danvez ar budjed.

Françoise PÉRON, is-prezidantez Departamant Penn-ar-Bed a zo prezidantez Park natur rannvroel Arvorig.

Ar skipailh teknikel

Skipailh implijidi ar Park a zo liesdiskiblezhel, ennañ daou-ugent bennak a dud : teknikourien, tud karget deus ar melestradurezh ha tud karget a gefridi. An implijidi a labour er Faou (sez melestradurel ha skipailh teknikel), pe war inizi Eusa ha Sun koulz ha war domani Menez-Meur e Hañveg.

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×