Roll an abadennoù pedagogel

Evit ho sikour da sevel raktresoù war Park an Arvorig eo bet konsevet ar c’hatalog-mañ a zo ennañ ar pezh a ginnig skipailh animatourien ar park ha kevelerien e labouromp ganto. Dre an abadennoù kinniget amañ e vo tu deoc’h gwelet penaos dizoleiñ gladoù naturel ha sevenadurel ho tiriad.

Abadennoù e domani Menez-Meur

Lec’hiet emañ domani Menez-Meur e menez Are. Bez’ emañ ennañ un atant pedagogel, un atant mirva gouennoù loened labour-douar kozh ar vro ha  tachenn bresk brasañ e Penn-ar-Bed.

Domani Menez-Meur a zo unan deus Tiez ar Park. Bez’ e c’hell ar skolidi ennañ tostañ ouzh al loened ‘barzh an atant pedagogel, sellet ouzh al loened gouez en ur bourmen ‘barzh dremmvroioù  aroueziel deus Breizh.  Lakaet e vez ar vugale  da gompren perak eo a-bouez mirout ar gladoù naturel

An Domani a ginnig ul lec’h evit ebatal en ur zeskiñ dre heñtadoù a c’hell bezañ darempredet gant ar skolidi o-unan. War al lec’h ez eus diskouezadegoù hag ar skolaerien a c’hell dibab war ur roll, abadennoù buheziñ o klotañ gant ho raktres. Konsevet int bet en ur derc’hel kont deus programmoù an deskadurezh stad ha deus sich boutin ar barregezhioù.

Park an Arvorig en ho skol

Ar skol a c’hell bezañ ul lec’h evit kaout un tañva deus kalz traoù : emañ an natur ‘barzh ar skol, bord an hent, ‘barzh an douar fraost …. Bez’ eus atav damdost ac’hanomp ul lec’h a c’hell servij evit astenn hor divskouarn, sevel hor fri, difoupañ hon daoulagad…..

Un animatour a c’hell mont ‘barzh ho skol m’emañ ‘barzh tiriad ar Park ha sikour ac’hanoc’h da ziwanañ ho tanvez deskadurezh diwar-benn an endro hag an diorren padus.

An animatour a sav an abadennoù asambles gant ar skolaer. Bez’ e c’hellit dibab un abadenn bep an amzer pe un heuliad abadennoù hervez mareoù ar bloavezh.

Temoù a bep seurt a c’heller dibab :

  • Bevañ ‘barzh ur Park natur rannvroel
  • kregiñ gant an evnoniezh
  • ar vevliesseurted er skol
  • lenn dremmvroioù ha savadurioù ma c’humun
Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×