Lec’hiet emañ Park natur rannvroel Arvorig e kreiz Penn-ar-Bed, ennañ Menez Are, traoñienn ar Stêr Aon, morlenn Brest ha gourenez Kraozon, inizi mor an Hirwazh. An eil Park natur rannvroel da vezañ bet krouet e Frañs hag an hini kentañ e Breizh.
Kefridi ar Park a zo ambrougañ an diorren padus war an tiriad.
Sifroù pennañ Park Arvorig
- 125 000 kantar
- 65 000 annezad
- 44 c’humun a zo e-barzh
- 4 c’hêr a zo war an treuzoù (Brest, Karaez, Kastell-Nevez-ar-Faou, Landivizio)
Dibarderioù an Arvorig
E-touez Parkeier natur all, Park Arvorig a zo ennañ an hirañ fasadenn arvor. En em ledañ a ra ar Park a-hed un takad mor gwarezet Park natur mor an Hirwazh, inizi ennañ. Ar Park a zo ennañ ivez dremmvroioù a gemm penn-da-benn p’emaint lec’hiet en Arvor pe en Argoad, ha p’emaoc’h c’hwi o sellet ouzh ar mor pe o sellet ouzh tuchennoù Menez Are ha Menez C’homm.
Ar Park a c’hell ivez degemer ar brud etrevroadel a zo stag ouzh al label roet gant an Unesco da Virva biosferenn inizi mor an Hirwazh hag hini stag ouzh an Tour Vauban e Kameled goude bezañ bet rummet war roll ar glad bedel. Emstrivañ a ra ar Park evit degemer ul label all Geopark bedel roet gant an Unesco.
Petra eo ur Park natur rannvroel ?
Krouet e vez ur Park natur rannvroel evit gwareziñ ha reiñ talvoudegezh da dachennadoù annezet war ar maez. Un tiriad war ar maez, ennañ dremmvroioù, meteier naturel, glad sevenadurel a dalvoudegezh ha bresk war ar memes tro a c’hell bezañ roet dezhañ al label « Park natur rannvroel ».
Hiziv ez euz 56 Park natur rannvroel e Frañs ar pezh a ra 15% deus tiriad ar Frañs, ouzhpenn 4400 kumun, muioc’h a 9,3 milion kantar ha tost da 4,1 milion a annezidi.
Gwarez ar pinvidigezhioù naturel, sevenadurel, hengoun ar pobloù, ar chemedoù teknikel a stumm sichenn raktres diorren ar parkeier natur rannvroel.
Ar steredenn a zo un elfenn voutin evit an holl barkeier, arouez rouedad broadel ar parkeier natur rannvroel. An erminig gant e ardamez a us dezhañ a zo arouez ar glanded, an emglev etre an natur, ar sevenadur hag an hengoun e loc’h.
Kumunioù hag etrekumunielezhioù
- Argol
- Berrien
- Bolazeg
- Boneur
- Bodsorc’hel
- Brasparzh
- Brenniliz
- Kameled
- Kastellin
- Kommanna
- Kraozon
- Daoulaz
- Dineol
- Gwerliskin
- Hañveg
- An Uhelgoad
- Enez Eusa
- Enez Sun
- Enez Molenez
- Ar Fouilhez
- Landevenneg
- Lanveog
- Ar C’hloastr-Plourin
- Ar Faou
- An Ospital-Kamfroud
- Lokmaria-Berrien
- Logonna-Daoulaz
- Lopereg
- Lokeored
- Pleiben
- Plougonven
- Plouneour-Menez
- Pont-ar-Veuzenn-Kimerc’h
- Meilh-ar-Wern
- Roscañvel
- Rosloc’hen
- Scrigneg
- Sizun
- Sant-Coulitz
- Sant-Alar
- Sant-Riwal
- Sant-Segal
- Terrug
- Tregarvan