Emezelit d’ar merk Talvoudoù Park natur rannvroel Arvorig

Ar merk-mañ a zo bet savet evit Parkoù natur rannvroel Frañs evit brudañ obererezhioù hag embregerezhioù a labour hervez an diorren padus.

An talvoudoù pennañ a zo : an den, gwareziñ an endro, bezañ tomm ouzh an tiriad.

Peseurt produioù ha servijoù a c’hell bezañ rummet dindan ar merk  ?

Bremañ  :

  • Servijoù touristel kinniget en Arvorig : al lojañ, ar magañ, obererezhioù dudi, sportoù, ambrougañ, abadennoù deskadurel….
  • Kig deñved ganet ha savet war ar Park
  • Produioù artizanel savet er Park gant chemedoù kozh pe nevez.

Diwezhatoc’h e c’hello obererezhioù all emezelañ : produioù labour-douar gounezet  war ar Park ha produioù gounezvouedel treuzfurmet war ar Park diwar danvez gounezet war arPark.

Peseurt gounid a zegaso ar merk d’am embregerezh ?

War-bouez ar merk e vo brudet ho servijoù hag ho produioù e-touez an dud a zo tomm d’an diorren padus ha d’e balioù : gwareziñ an endro, hevoud an dud, diorren an ekonomiezh lec’hel.

Ar merk a c’hell bezañ diskouezet war ar bruderezh a ginnig ho produioù hag ho servijoù : embann, al lec’hienn internet, ar rouedadoù sokial, ho pakadurioù,  en ho lec’h gwerzhañ, war ho standoù…..

Kaout al label a servijo deoc’h bezañ brudet dre ur stign war rannvro Breizh hag e Frañs a gelaouo war an embann, al lec’hiennoù internet, ar rouedadoù sokial, ar c’hazetennoù. Un doare da zispakañ ho talvoudoù : un den atebek, a zo ac’hanoc’h hag  e labourit evit an tiriad.

Gant ar merk e emezelit ‘barzh ur rouedad gant oberourien ekonomikel a glask mont war-raok. Un doare da eskemm skiantoù-prenet etre an dud. Bez’ e c’hellit ivez bezañ ambrouget gant skipailh ar Park war an dachenn deknikel pe evit ar brudañ.

Penaos emezelañ  ?

  • Emaoc’h o labourat war ar park ?
  • Emaoc’h o labourat abaoe ouzhpenn bloaz
  • A-du oc’h ouzh gwareziñ an endro, hevoud an dud, harpañ an ekonomiezh lec’hel
  • Anavezet eo tiriad an Arvorig ganeoc’h
  • Teurel a rit pled o tegemer ho pratikoù
  • klask a rit emskiatañ ho kweladennerien hag hoc’h implijidi gant palioù an diorren padus ha doujañ ar vevliesseurted
  • Klask a rit harpañ an ekonomiez lec’hel hag e kemerit perzh e buhez ar Park

Tu ‘zo deoc’h emezelañ da verk Talvoudoù Park natur rannvroel en Arvorig !

Lankadoù evit emezelañ

  1. Goulenn gant Park natur rannvroel Arvorig
  2. Aodit graet gant an den karget a gefridi e park Natur rannvroel Arvorig
  3. Asantiñ pe nac’hañ gant erbedennoù graet gant Burev sindikadel ar Park
  4. Asantiñ pe nac’hañ gant erbedennoù graet gant Burev sindikadel ar Park
  5. Paeañ ur skodenn bloaz hervez niver an dud implijet (1 = 50€, betek 10 = 100€, goude 10 = 300€)
  6. Un ensellañ a vo e kreiz ar c’hontrad evit gwellet petra ‘zo bet gwellaet
  7. Adrenevezet e vo ‘benn 5 bloaz
Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×