Arsellva an dremmvro dre luc’hskeudennoù

Loc’het e oa bet an arsellva e 1997 er Park. An eil e oa da vezañ savet e Breizh. An arsellva-mañ a servij da lakaat war wel cheñchamantoù an dremmvroioù. 41 lec’h a oa bet tennet enno 1 luc’hskeudenn heñvel evit pep hini anezho e 1997, 2000, 2001, 2004, 2009 ha 2016 ‘benn gwelet an cheñchamant e pep lec’h. Al labour luc’hskeudenniñ zo bet graet gant Jean-Christophe BALLOT.

Al luc’hskeudennoù a sikour da welet:

  • penaos e cheñch ar c’harzhaoueg
  • stad an dispennañ evit kreizenn nukleel Brenniliz
  • e keñver ar c’hêraozañ : treuzoù ar bourk, panelloù bruderezh
  • an danframmoù hentoù
  • Pont Terenez o vezañ savet
  • ar rodoù-avel o vezañ savet
  • stad an tachennoù gant karavanennoù e gourenez Kraozon
  • ar savadurioù labour-douar
  • skogoù diwar an erbedennoù labour-douar-endro

An arsellva-mañ a zo perzh an arsellva broadel meret gant ar Ministrerezh. Tu ‘zo d’an holl mont da sellet ouzh al luc’hskeudennoù war  lec’hienn ar ministrerezh

Meur a arsellva a zo hiziv ‘barzh ar rannvro. Park an Arvorig a labour gant ar rouedad arsellvaoù rannvroel evit brudañ, dielfennañ ha lakaat da anavezout ar benveg-mañ. Luc’hskeudennoù an arsellva a c’hell bezañ gwelet war ar gensavenn rannvroel POPP Breizh.

A l’échelle régionale, de nombreux observatoires existent aujourd’hui. Le Parc d’Armorique s’inscrit dans ce réseau et travaille en collaboration avec les acteurs régionaux autour de la valorisation, de l’analyse et de la diffusion de cet outil. Les clichés de l’Observatoire sont consultables sur la plateforme régionale POPP Breizh.

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×