N’eo ket brudet Breizh, ha Penn-ar-bed nebeutoc’h c’hoazh, evit o c’hoadegoù ledan, padal ez eus gwez e-pep lec’h e koadigoù niverus ha war ar c’hleuzioù. Tiriad ar park a dap tri c’hoadeg e-touez ar re vrasañ e Penn-ar-Bed : koad an Uhelgoad, koad ar C’hrannoù hag hini Landevenneg.
Koad an Uhelgoad : mojennoù e-leizh
Nag a blijadur evidoc’h en Uhelgoad o kantreal ‘barzh ar c’hoad hag oc’h arvestiñ ar c’hlegerioù, mojennoù a bep seurt enno. Bez’ e c’hellit mont a-hed ar bloavezh ha profitaén deus an dremmvroioù naturel dindan ar sklerijenn ken dibar. Aes eo mont betek ar c’hlegerioù peogwir emaint kazimant e kreiz-kêr, setu perag e reont berzh…. Bez’ e c’hellit diskenn dre Meilh ar C’hleger, goude, kit betek Toull an Diaoul, kelc’hiet gant trouz bouzarus ar stêr Arc’hant. Ar maen-dogan gant e 137 ton a zo war treuzoù ar c’hoad a dap 1160 kantar, ennañ deliaoueged, gwez faou, derv-koad, derv-garzh hag ouzhpenn rousineged, derv-Douglas, pruñs-meur, sapr-kroaz, pin-gouez. Bezit sioul hag aketus, ha marteze ho po tro da welet ur mart, ur gaerell pe ur youc’h…
Koad ar C’hrannoù : ur gwir blijadur o vale ennañ
Koad-domani ar C’hrannoù, koad brasañ Penn-ar-Bed gant 1321 kantar, a zo war div gumun : Hañveg hag ar Faou.Emañ ar c’hoad o tisken gouestadig deus tor Menez Are. Gwechall-gozh, kefioù ar gwez o doa servijet evit sevel e Brest batimantoù brezel arme-vor Rouaned Frañs. Bremañ e servij ar c’hoad d’ar familhoù evit pourmen ha d’ar valeerien a c’hell mont war an hent-bale-hir 37 a dreuz ar c’hoad.
Al lodenn vrasañ deus ar c’hoad, koad derv ha fav ennañ, gwez oadet a gantvedoù a vloavezhioù a zo bet rummet war listenn al lec’hiennoù Natura 2000 ha dre se e vezont evezhiet ha gwarezet.
Koad Landevenneg a-hed ar mor
P’emaoc’h e koad Landevenneg, o vale war ar gwenodennoù niverus a dreuz ar c’hoad emañ alies ar mor war wel. Koad al loc’h ha koad ar Folgoad a ya da stummañ ar c’hoadeg a 465 kantar. Kit da vale war an hentouigoù a bep tu d’an hent departamant a gas d’ar manati ha da greiz-kêr Landevenneg, aze e vo peoc’h ha sioulder ar c’hoad ha dremmvroioù kaer dirak ho taoulagad : kildroennoù an Aon, enez Terenez ha bered batimantoù an arme-vor.