Aber ha lennoù

Park natur rannvroel Arvorig a ginnig ivez gwelioù ledan kaer en Argoad.

Aber ar stêr Aon

Traonienn ar stêr Aon a gas diouzh torosennadurioù Menez Are, Menez C’homm betek douaroù gounezet diazaz Kastellin. Dour ar stêr a c’hell bezañ dous pe sal, brudet he c’hildroioù hag he ribloù serzh goloet gant gwez.

Gwernioù Roskoneg a zo unan deus tachennoù bravañ ribloù ar stêr Aon. Ar pradennoù, poulloù-dour, korzegi a gav bod ha repu enno loened a bep seurt, en o zouez ar rouzegan-dour, ur golvaneg tremeniad en arvar da vont da get.


Lenn an Dreneg

E tor Menez Are emañ lenn an Dreneg, lec’hiet war gumun Sizun (rummet kêr c’hlas) koulz ha war gumun Kommanna. Ribloù al lenn a zo gwell d’ar familhoù ha d’ar valeerien ha d’ar sporterien. Ar bourmenerien a c’hell mont gant ur wenodenn evit ober tro al lenn a ra 7 km. Div draezhenn kempennet evit an dudi a zo war ar ribloù, bevennet gant takadoù douar plantet gant gwez ha leton, aes evit piknikañ ha c’hoari. Pesketaet e vez ivez war al lenn.


Mirlenn Brenniliz

Mirlenn Brenniliz a zo bet savet etre 1929 ha 1936 e geunioù ar Yeun Elez. Maget eo ar yeunioù gant ar richer Elez hag ar gwazhioù Roudouhir ha Stêr Red. Avanked ‘zo bet degaset er bloavezhioù 70 hag o deus graet o ludu eno.

Taouarc’hegoù ar Yeun Elez a zo lec’hioù lec’h ma dremene mojennoù diwar-benn ar marv hag an Akou.

Ar valeerien a gav brav bale tro-war-dro hag ar besketaerien entanet a deu da besketa dluzed ‘barzh ar mirlenn.


Ar sportoù amzer vak war zour

Bez’ e c’heller implij ar stêrioù hag al lennoù evit sportoù dour a bep seurt. Mirlenn an Dreneg a zo aes tañva warnañ ar plankennoù-dre-roeñv, ar c’haiak pe ar plankennoù dre lien pe mont war vag gant kreizenn bageal an Are a ginnig mont war garavelennoù, optimistoù ha katamaranoù.

War ar stêr Aon e c’heller mont war gaiakoù pe ganoeioù gant ho familh pe ho mignoned. Tu ‘zo deoc’h ivez mont war bedaloioù pe barkoù ‘benn arvestiñ an dremmvroioù hag ar gwelioù ledan kaer a zo a-hed ar stêr.

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×