Palioù karta an dremvroioù
Dibabet eo bet gant Park Arvorig diazezañ e garta 2009-2021 war an dremmvro : Añvet eo bet ar garta : « Evit dremmvroioù dibabet en Arvorig ». Savet oa bet gant ar Park ur garta war an tisavouriezh hag an dremmvro e 2014. Ur gwir sikour eo evit anavezout an dremmvroioù war ar Park, emskiantañ an dud, ha sikour da zivizout pa vez ret ober dibaboù evit terkañ ar gumun. Ar garta a c’hell bezañ implijet evit sevel binvioù pedagogel, emskiantañ, kelaouiñ (dre un diskouezadeg), bouetañ un teul steuñviñ evel ar SCOT, pe ar PLUI…), kuzuliañ an oberourien evit kempenn ar bourk, koadañ….
Ur gwir sikour
Karta an dremmvro hag an tisavouriezh a zo enni meur a venveg :
Un diagnostik
Evit Pep doare dremmvro eo bet savet un DIAGNOSTIK a c’hell bezañ implijet araok ma vefe savet ur raktres terkañ pe ur steuñvenn derkañ war hir dermen. Barzh an diagnostik ez eus titouroù evit anavezout gwelloc’h tout ar pezh a sell ouzh an dremmvro. Bez’ e c’hell sikour an dilennidi da dermenniñ o c’hoantoù hag ar pezh a fell dezho urzhiadiñ. Roet ‘vo ivez an teul da vistri al labourioù evit o sikour da sevel ur raktres a zo ennañ holl ziferioù dremmvroel ar c’horn-bro. Pep kumun pe bep kumuniezh-kumunioù a zo warno unvezhioù pe izunvezhioù (doareoù dremmvro) disheñvel.
Tu ‘zo deoc’h goulenn an diagnostikoù evit netra gant ar Park.
Ur voestenn kinnigoù evit an dremmvroiù
UR VOESTENN BINVIOÙ evit an dremmvro a zo enni fichennoù-ober a zispleg penaos ober gant kuzulioù ha peadra evit sikour da gas da benn al labourioù. Ar fichennoù-mañ a c’hell sikour an dilennidi da sevel ur c’haier a gargoù, gouzout e peseurt framm gwirioù emañ, pe kaout an doare evit derc’hel kont deus an dremmvro.
Pellgargañ ar fichennoù-ober
Ur c’hraflevr
UR C’HRAFLEVR a ginnig Karta an dremmvro hag an tisavouriezh hag un diverradenn deus an diagnostik. Ar c’hraflevr ‘zo bet savet evit an dilennidi, an deknisianed, an oberourien ekonomikel hag an holl dud. Diskouez a ra holl berzhioù ha diferioù an dremmvroioù ha penaos int techet da cheñch.
Pellgargañ kraflevr ar sintezenn
Ur sturlevr teknikel
Ur sturlevr teknikel : “Bevañ-sevel ha reveziñ e lojeiz war dachenn Park natur rannvroel Arvorig