Park natur rannvroel Arvorig ha Park natur mor an Hirwazh a zo boutin etrezo ur raktres evit brudañ ar gladoù hag an touristerezh padus e-barzh Mirva biosfer inizi ha mor an Hirwazh. Ar raktres Bio-Cultural Heritage Tourism a zo arc’hantaet dre ar programm europat INTERREG Frañs-Mor-Breizh-Bro-Saoz e-pad tri vloaz.
Ur Raktres, 4 mirva biosfer
Ar raktres a zo ennañ pevar mirva biosfer deus takad treuz Mor Breizh, daou deus Bro Saoz (North Devon ha Brighton ha Lewes Down) ha daou e Frañs (geun Audomarois hag inizi ha mor an Hirwazh).
Ma vez sammet an holl douristed er 4 mirva, an niver a ya ouzhpenn 20 million a dud bep bloaz, daoust d’an holl diforc’hioù a vez etrezo. Ar mirvaoù a zo boutin etrezo an hevelep dalc’hoù : lec’hioù touristel ‘zo a vez re a dud enno, reoù all re nebeut, diwar-se e c’houzañvont gwaskoù disheñvel a-berzh an dud. Lod deus al lec’hioù a zo breskoc’h eget ar re all.
Padal, pep mirva a zo ennañ peadra evit liessaat an doareoù da gaout un tañva deus ar gladoù lec’hel.
Touristerezh padus
Kaout un endro hag un ekonomiezh yac’h a c’hell sikour da sachañ war an douristed. Set’ aze palioù a zoare evit an annezidi. Evit gellout tizhout ar palioù-mañ eo bet savet ur patrom nevez evit an diorren touristel a vez graet bio-sevenadurel anezhañ.
Ar meizad-mañ a zo diazezet war an touristerezh padus hag e klask diorren arnodoù touristel nevez a zalc’h kont deus al liammoù a zo etre an den hag an natur hag ar boazamantoù sevenadurel en ur grennaat war ar skogoù fall evit an endro.
An touristerezh bio-sevenadurel a zo e bal ingalañ ar red rouristel war lec’hioù termennet en a-raok, ‘benn krennaat gwask an douristed war an tachennadoù bresk. Ar touristerezh bio-sevenadurel a glask lakaat an douristed hag an oberourien lec’hel da gemer perzh evit brudañ gladoù naturel ha sevenadurel an tachennadoù-se.
Petra ‘vez graet ?
Ar pevar mirva biosfer, asambles gant ajañs Touristerezh departamant Pas-de-Calais ha skol-veur Exeter a ziorren an doare nevezus da welet an touristerezh padus abaoe miz Gwengolo 2018 gant teir oberenn :
- An hini gentañ a zo he fal gwareziñ ha brudañ al lec’hiennoù natur dre verañ monedone an douristed war al lec’hioù ha war ar bloavezh. Evit pep mirva e vo savet ur steuñvenn terkañ ha displegañ.
- An eil a glask reiñ c’hoant d’ar bourchaserien douristel lec’hel kregiñ gant kinnigoù ha produioù touristerezh nevez bio-savadurel. Ur rouedad eko-oberourien a vo savet.
- An trede a aotre ar mirvaoù biosfer da saveteiñ glad, chemedoù hag an endro bevañ en ur ginnig d’an douristed arnodiñ pleustroù o toujañ an endro hag istor al lec’h. Kempennadoù ha servijoù stur bio-sevenadurel a vo savet.
Budjed : 4295 049€ gant enno 2 963 584 € diwar ar FEDER