Skoazellañ ar c’hrouiñ a vremañ a zo unan deus palioù ar bolitikerezh sevenadurel ar park. Labourat a ra gant an arzourien evit sikour produiñ an oberoù hag o skignañ war an tiriad.
Emgavioù an arouezva
War Eusa, e vez degemeret tro ar bloaz arzourien en annez e arouezva ar C’hreac’h, perc’hennet gant Kuzul departamant Penn-ar-Bed.
Park an Arvorig a ginnig d’an holl emgavioù an arouezva, (abadennoù digoust) lec’h ma vo graet anaoudegezh gant an arzourien ha komprenet penaos e vez krouet ha koñsevet an oberoù.
Arvest “Hent dre ar gwrizioù”
E 2019 ez eus bet lidet 50 vloaz ar park dre un heuliad abadennoù.
Ar Park en deus sikouret krouiñ an arvest “HENT….. dre ar gwrizioù” kinniget gant ar gevredigezh Meharées. Ur grouidigezh war al leurenn hag ar film gant dañsoù, komzet, treset, gant gouleier ha sonerezh.
C’hoariet eo bet “Hent… dre ar gwrizioù” etre Kraozon ha Kommanna gant un ehan en Eusa etre miz Mae ha Gwengolo 2019 e pemp lec’h meur deus ar Park. An arvest en e bezh a vez kinniget bremañ e lec’hioù sevenadurel a bep seurt
Krouiñ ur pezh-c’hoari en Eusa
E 2020 en deus ar park labouret gant strollad c’hoariva Teatr Piba deus Brest evit sevel ur pezh-c’hoari a-stroll asambles gant tud Eusa diwar-benn gladoù an enez, traoù ar pemdez, memor ar familhoù koulz ha memor boutin an annezidi.