Pe vefe Departamant Penn-ar-Bed al lec’h ma krog pep tra (Penn-ar-Bed) pe ma echu an douar (Finistère) ez eo ur vro gant ar mor evel ur mur en he zro. An aod a ‘n em astenn war 1270 km, ar pevare deus aodoù Frañs. War aod Park natur rannvroel Arvorig e c’hellit profitañ deus un niver bras a draezhennoù kaer meurbet.
“Etre an tre hag al lanv, pep hini a c’hell skrivañ e anv”
Amañ, evel e pep lec’h e Breizh, e ranker teurel evezh ouzh ar mareoù evit mont da gibellañ. Ar chal a bad 6 eur hag an dichal kement all. An tre hag al lanv a bigno (2 wech) pe a ziskenno (2 wech) pell pe pelloc’h c’hoazh hervez gwezhiader ar mare. Ur mare a 100 a dalvez reverzhi hag an dud a c’hell mont da granketa pe gregina.
Gourenez Kraozon
Traezh Morgad
Fin an traezh e Morgad hag an draezhenn a zo e tu an heol. Un draezhenn evit ar familhoù eo a vo brav dindan bannoù an heol. An dud a c’hell profitañ deus an draezhenn koulz ha deus ar stalioù peogwir emañ ar gêr gouronkañ bevennet gant ar mor.
Traezhioù Goulien, Kerzigenou ha Kerloc’h
E bae Din e kumun Kraozon, ez eus ivez traezhioù diwar traezh ha bili.
An teir zraezhenn-mañ a zo en ul lec’h naturel gwarezet, gwellañ lec’h evit ar re o deus c’hoant kouronkañ (hep bezañ evezhiet) pe c’hoazh mont war o flankenn surf pe war ar c’hirri-dre-lien.
Traezh ar Veryac’h
Pelloc’h er c’hornog emañ an draezhenn, e goudor Porzh Gwrac’h, enni oufoù ha mougevioù mor.
Al lec’h-mañ a zo brudet peogwir warnañ e weler “an daouioù”, an heuliad kerreg er mor.
Traezh Beleg
Lec’hiet emañ an draezhenn e treuzoù ar gourenez e kumun Terrug. Un takad hir a draezh fin, dreist evit ar familhoù.
Ur wech war an draezhenn e c’hellit arvestiñ ur gwel ledan war Bae Douarnenez. Tu ‘zo ivez, evit ar re o defe c’hoant, kaout un tañva deus ar c’hirri-dre-lien.
Mat evit ar sportoù mor
Ur gwir baradoz eo gourenez Kraozon evit ar sportoù mor. Beg Penn ar Roz, traezhenn ar Palud, hini Lostmarc’h a zo difennet kouronkañ enno abalamour d’ar morredennoù padal brudet int evit ar surf hag ar c’hitesurf. Memestra eo evit traezhenn Pennc’had e weler a-us maner dismantret Saint-Pol Roux.

Kornioù-bro brav e Morlenn Brest
Dilezomp douaroù ar gourenez evit mont war du kumunioù Morlenn Brest, lec’h ma z’eus lec’hioù brav etre an aod hag an Argoad. Amañ e vo tu deoc’h kouronkañ e oufoù bihan o vale war ar bili hag oc’h arvestiñ dremmvroioù disheñvel ken brav an eil hag egile.

Kregina : ebatoù evit an holl
Reverzhioù a zo !!! Mont da gregina ha kranketa a zo aes evit an holl pe tu ‘zo deoc’h iver dibap da vale war ul lec’h ne c’heller ket bale warnañ pa ne vez ket reverzhioù.
Ret eo deoc’h teurel evezh ouzh ar pezh a vez graet ganeoc’h. Ret eo kaout boazioù mat ha doujañ ar reoliadur. Da gentañ araok mont war an aod e rankit prientiñ hoc’h abadenn. Daoust hag e ouezit adalek peseurt ment e c’hellit derc’hel ar pezh ho peus dastumet. Klaskit da bet eur ez eo izel pe uhel ar mareoù ha klaskit titouroù diwar-benn an amzer evit gouzout ma vo brav pe get ha diwar se gwiskit ha kemerit ar pezh ho po ezhomm. Arabat kemer ouzhpenn ar pezh a vo debret ganeoc’h ! Dalc’hit soñj e rankit lakaat ar vein en o flas, stankit an toulloù ho peus graet. implijit an oustilhoù a zo hervez reoliadur.