An takadoù kelenn zo ul lodenn deus ur programm broadel kaset en-dro gant Ajañs Frañs ar vevliesseurted. Takadoù bihan eo, meret gant skolidi hervez reolennoù termenet ‘barzh ur garta. Ambrouget ‘vez ar skolioù a zo war e diriad gant Park an Arvorig evit reiñ lañs d’ar raktresoù pedagogel.
War zouar pe war an aod
Ar skolioù a sav ur raktres pedagogel hag eko-keodedel evit ar vugale gant ar palioù-mañ : anavezout gwelloc’h an endro hag e wareziñ.
Ar c’hlasad bugale a c’hell profitañ deus al lusk tro-dro d’ar raktres. Bez’ e c’hell ar vistri kenlabourat gant tud barrek war an endro erbedet gant ar gumun, pe kevredigezhioù implijerien pe difennerien an endro.
Diazezet eo ar mont-en-dro war kuzul ar skolidi, lec’h ma c’hellont kaozeal, divizout, kenlabourat ha war kuzul ar skolidi ledanaet gant dilennidi ar gumun, annezidi tro-war-dro an takad hag an dud a gustum implij al lec’h.
Ar skolidi o deus da dermeniñ stad an traoù, klask asambles doareoù da verañ al lec’h ha ijinañ oberoù. Ambrouget ‘vez ar skolidi gant ur c’huzulier pedagogel hag arbennigourien
Ar skolioù a gemer perzh e takadoù kelenn
- Skol Dineol ha
- Skol Logonna-Daoulaz
- Skolaj Sizun
- Skolajoù Molenez hag Eusa.
- Skolioù Brasparzh
- Skol Daoulaz
Tro-dro Morlenn Brest, daou lec’h : skol Sant Per (Plougastell-Daoulaz) ha skol ar Forestoù e Brest o deus ivez krouet takadoù kelenn war an aod.
Ar Park a genlabour gant Ti ar Stêrioù (evit skolaj Sizun, an 3 c’hlasad 6vet klas); Ti Menez Are evit Brasparzh; Breizh Bev hag Oceanopolis evit Plougastell-Daoulaz; gant ar gevredigezh Grumpy nature evit Kimerc’h. Ar Park a labour war-eeun gant skolioù Dineol, Logonna-Daoulaz hag an inizi.