Ekotouristerezh

Rencontre annuelle Valeurs PNR 2018

Ouzhpenn an hanter deus ar Mirvaoù Natur Broadel ha 20% deus gorreadoù an tachennadoù Natura 2000 a zo war ar Parkeier natur rannvroel er Frañs da laret eo, int brudet hag anavezet gant kalz a labeloù.

Dibabet o deus ar Parkeier natur rannvroel da zioren an ekotouristerezh war o zachennadoù da laret eo skoulmañ asambles an dioren touristerezh gant gwareziñ ha lakaat anavezout an natur.

Ar seurt touristerezh-mañ a zo gwell dezhañ strolladigoù tud pe hiniennoù a blij dezho mont dindan an amzer evit arsellet, studiañ ar meteier naturel, klask kompren anezho ha deskiñ un dra bennag.

Park an Arvorig un lec’h dreistordinal e Breizh

Park an Arvorig a zo ennañ al lannegoù brasañ e Breizh, taouarc’hegoù, mirvaoù natur ha tachennadoù Natura 2000 war zouar ha war vor e-leizh. Bez’ en deus ul label Mirva Biosfer roet gant an UNESCO ha war ar stern ul label Geopark Bedel UNESCO. Park an Arvorig a zo ennañ tachennadoù natur pinvidik ha liesseurt, peadra da zegas plijadur d’ar weladennerien !

Ar weladennerien a c’hello (war droad, war velo, war varc’h, war ha dindan vor)  war ar park bevañ arnodoù dianavezet o stagañ asambles gwareziñ hag anavezout an tachennadoù natur brudetañ e Breizh.

Ar fiñvusted doujus evit deskiñ bevañ hep karr

Abaoe meur a vloavezh, e labour ar park gant kevelerien evit diorren doareoù mont-ha-dont doujus, dreistholl evit an douristed. Abaoe 2018 e kinnigomp daou zoare da dremen vakañsoù er Park. Ar c’hinnigoù-mañ o deus ul label roet gant Poellgor-rannvro an touristerezh “E Breizh hep karr” evit ober anaoudegezh gant ar Park war droad, war velo pe war vag. Evit mont pelloc’h war an hent-mañ, en deus prenet ar Park beloioù dredan hag en deus o lakaet feurmiñ e 2018 ha 2019 d’an douristed gant kevelerien brevez. Ar veloioù-mañ a vez feurmet ivez d’annezidi evit o mont-ha-dont bemdez.

Ar Park a zo bet trec’h war ar galv da raktres “beloioù ha tiriad” sevenet gant an ADEME. Skipailhoù ar Park a ambroug kumuniezh Menez Are evit termeniñ ur brastres-ren war ar velo gant ar pal kreskiñ implij ar velo gant an annezidi pe an douristed, war an amzer labour pe an amzer vak.

Ambrougañ pourchaserien  an touristerezh war-du boazamantoù doujus

Loc’het e 2016 ar merk broadel Talvoudoù Park natur rannvroel a zo e bal brudañ labour an oberourien ekonomikel evit an diorren padus. Ouzhpenn 2000 obererezh a zo bet rummet dindan ar merk a 60 anezho a zo en Arvorig, al lodenn vrasañ anezho a zo pourchaserien an touristerezh, c’hoant bras ganto gwareziñ endro dreistordinal Park natur rannvroel hag emskiantañ o fratikoù.

Evit emezelañ : da gentañ e vez graet un aodit gant un tregont dezverk evit ensellet ma glot gant boazamantoù an touristerezh padus ha sevel ur brastres oberoù doujus. Al labour-se a vez graet gant skipailh ar park.

  • enframmet ‘vezont e raktresoù diorren ekonomikel war ar Park
  • sikouret ‘vezont evit brudañ an tachennoù naturael hag o obererezhioù
  • stummañ an dud evit implij an ostilhoù niverel hag ar rouedadoù sokial …
  • baleadennoù dindan an amzer evit anavezout meteier naturel ar Park
Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×