Molenez

Enez Molenez a zo lec’hiet etre Konk-Leon, penn Lokmaze hag Enez Eusa. Enezenn vrasañ an enezeg a dap un ugent bennak a enezennouigoù, eo Molenez. Lod deus an enezennouigoù  e c’hell an dud mont warno war droad pa vez lanvioù bras. Un enezennig a vez graet Kemenez anezhi, a zo ur c’houplad tud o chom enni abaoe 2007 evit labourat douar. Degemer a reont ivez ostizien. Perc’hennet eo an douaroù gant Mirva an Arvor.

Un enezenn degemerus eo Molenez war e 72 kantar, gant perzhioù hep par hag un endro dreistordinal. Ar morredennoù kreñv a gustum skeiñ ha meskañ an doureier a chom boull diwar se, ar pezh ‘zo mat evit ar plant hag al loened. Un tropad reuniged gris (spesad gwarezet hag evezhiet) ha delfined c’hwezer a vev en enezeg. Ar gwarezva-mañ a zo dindan Mirva biosferenn an Hirwazh asambles gant inizi Sun hag Eusa. Teir enezennig a zo ivez rummet ‘barzh Mirva naturel broadel an Hirwazh

Ar pesketa a zo fonnus a-drugarez d’ar porzh bigi goudoret mat. Ar besketaerien a bourvez chervad d’an douristed war taolioù ostizien ha pretioù an enezenn. Ar gaoteriad ligistri hag ar silzig mogedet gant bezhin a zo ul lip-e-bav ne gaver nemet en enezenn. Ar weladennerien a c’hell dibab gweladenniñ an arouezva evit al listri pe ar mirdi savet goude peñse an Drummond Castle pe c’hoazh Ti an endro evit kompren gwelloc’h buhez hag istor tud an enezenn koulz hag ar vevliesseurted warni.

Evit dilestrañ war an enezenn e ranker kemer ar vag e Brest evit ur veaj a bad 1 eur 30 pe e porzh Konk-Leon (30 mn evit treuziñ). Daou vont-ha-dont a vez bemdez tro ar bloavezh. E miz Gouere hag Eost e c’hell an dud mont kuit diouzh Kameled e Gourenez Kraozon.

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×