Marteze ho peus un ti bet savet war unan deus kumunioù ar Park ? Soñj ho peus brasaat pe reneveziñ anezhañ ? C’hoant pe ezhomm ho pefe da gaout kinnigoù ha kuzulioù evit hen ober ? Tu zo deoc’h dont bep trede merc’her ar miz e burevioù Park Arvorig evit bezañ kuzuliet hag heñchet evit gouzout petra ober ha sikouret evit kas an doser melestradurel betek penn. Aozet ‘vez an abadennoù-se gant Park Arvorig ha Kuzul arkitektourel ha kêrel Penn-ar-Bed.
Un degemer a glot gant hoc’h ezhommoù
Servijoù ar Park a raio war-dro ho tegemer hag ho kelaouiñ ar gwellañ mar gellont : roet ‘vo deoc’h ar c’hraflevr war ar glad ha titouroù war an holl lec’hioù evit kaout titouroù ha kuzulioù.
Goude-se e viot degemeret gant un disavourez deus Kuzul arkitektourel ha kêrel 29 a guzulio ac’hanoc’h evit termeniñ ar pezh a glot ar gwellañ gant ho tamm douar hag ho toareoù bevañ.
Penaos profitañ deus ar servij-mañ ?
- Kit e darempred gant ar Park evit kaout un emgav en ur zisplegañ pelec’h emañ ho ti ha petra ho peus c’hoant ober.
- Da zevezh an emgav degasit an holl ditouroù a zo ganeoc’h, tresadoù, berrdresoù, luc’hskeudennoù (war baper) ha paperennoù steuñv lec’hel ar c’hêraozañ …
An abadennoù kuzuliañ a vez diouzh ar mintin bep trede merc’her ar miz adalek 9 eur 30 e Ti ar Park- 15 plasenn ar Foarioù er Faou.
Evit abegoù yec’hed e vo respontet deoc’h dre bellgomz nemetken. Kit e darempred gant Kuzul arkitektourel ha kêrel 29 e Kemper dre bellgomz (02 98 98 69 15) evit kemer un emgav. Trugarez deoc’h.