Renabliñ ar glad savadurel

Kumunioù Park Arvorig a zo enno teñzorioù savadurel : Kalvarioù, feunteunioù, poulloù-kannañ, chapelioù, tiez gant ur c’huzh-taol….. Kuzul Rannvro Breizh, kuzul departamant Penn-ar-Bed, ha Park Arvorig o deus renablet ar glad savadurel war an tiriad a-bezh.

Renablet eo bet elfennoù ar glad war ar Park a-bezh

Renablet eo bet holl elfennoù ar glad savadurel war ar Park en un doare skiantel.

Da heul al labour renabliñ ez eus bet ul labour titouriñ ha dielfennañ.

Meur a goulzadoù renabliñ a zo bet aozet war ar Park etre ar bloavezhioù 1960-1980. E 1996-1997 e oa bet renablet kanton ar Faou. E 2006 Rannvro Breizh ha Park an Arvorig o doa sinet un c’henemglev evit ma vefe renablet ar Park en e   bezh. Renablet e oa bet ar c’humunioù diwezhañ e 2016 ha ganto klozet e oa bet ar renabl.

Ar renabl a c’hell servij evit anavezout gwelloc’h glad ar c’humunioù, sevel teulioù kêrazouriezh pe kuzuliañ an dud pa vezont o sevel un ti.

Evit sellet ouzh ar renabloù.

Ar studioù bet graet er c’humunioù evit renabliñ ar glad savadurel graet e Breizh a c’hell bezañ gwelet war ur heweler kartennoù. Ouzhpenn 130 000 teuliad diwar-benn savadurioù dibar pe savadurioù skouer, pezhioù a bep seurt a c’heller sellet outo . Sintezennoù ar studioù a zo kinniget gant tost da 500 000 skeudenn.

Da heul ar c’houlzadoù renabliñ war ar Park eo bet savet levrigoù :

  • «Glad savadurel ha dremmvro : hanternoz Menez Are» (2009)
  • «Glad savadurel ha dremmvro : tro-dro d’ar Yeun Elez» (2009)
  • «Glad savadurel ha dremmvro : tro-dro d’an Uhelgoad» (2010)

Al levrigoù-mañ a c’hellit kaout evit netra mar goulennit e Ti ar Park er Faou

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×