Dont betek Park an Arvorig

Un dachenn natur gwarezet e penn ar Bed eo Park natur rannvroel Arvorig.

Kinnig a ra an dremmvroioù kaerañ d’ar weladennerien entanet ! Dre forzh peseurt doare, (dre an tren, gant ur vag, war ur marc’h-houarn pe war droad) ne vo ket diaes deoc’h en em gavout betek tachennad ar Park ha pourmen ennañ.

Teir eur diouzh Pariz

Abaoe 2017 eo en em gavet linenn an Tren Tizh Bras ha setu Breizh e treuzoù Pariz gant ur veaj a 1 eur 25. Etre ar Park ha Pariz n’eus nemet 3 eurvezh. N’eo ket diaes : pignit e-barzh un TTB e gar Montparnasse gant ho peadra hag ho levrioù. Degasit ho pelo ouzhpenn ma fell deoc’h uzañ ho troadikelloù kentoc’h eget eoul-maen. Diskennit e gar Montroulez a zo war treuzoù Park an Arvorig. Aes e vo deoc’h tizhout tachennadoù bras Menez Are. Ar velodyssée, an hent glas a gaso ac’hanoc’h dre wenodennoù ar Park war du kreiz pe kreisteiz Penn-ar-Bed.

Douarait e Park an Arvorig o tont deus ar mor

Plijadur a zo forzh pegement oc’h en em gavout dre vag war ul lec’h vakañsiñ.

Kemerit an Tren Tizh Bras betek Brest. Ur wech en em gavet, kit war droad pe dre bus betek ar gar-vor. Pignit e bourzh ar Brestôa evit treuziñ Morlenn Brest war du Gourenez Kraozon e Park an Arvorig. Ma fell deoc’h mont war vor e-bourzh ur vag-kregina, dibabit mont gant al Loch Monna dindan Merk Talvoudoù Park Natur rannvroel. Yann, ar c’habiten a ginnig deoc’h dijunioù bihan diwar boued bio pe gounezet nepell.

Ho karr er c’harrdi !

Park an Arvorig a ginnig deoc’h 2 zoare da weladenniñ ar vro e framm ar stign savet gant ar rannvro E Breizh hep karr. Un droiad nerzhus war vor ha war zouar  hag unan all evit mont dindan ar seizh avel tro-dro da Venez C’homm.

Kenweturiñ, c’hoari biz-meud prientet, mont gant ar bus pe war velo

Doareoù all a zo evit beajiñ estreget ho karr : war ar Park e c’hellit dibab meur a zoare evit mont gouestadig gant ho kweladenn :

  • mont war velo, n’eus ket gwelloc’h doare da bourmen a-hed hag a-dreuz. Ma feurmit ur velo dredan e vo tu deoc’h mont pelloc’h c’hoazh
  • E Gourenez Kraozon, Octopouce a sikour ac’hanoc’h da c’hoari biz-meud en ho monedoneoù
  • Ar c’harr-boutin : Ar gompagnunezh rannvroel Breizh Go a ginnig linnennoù-bus evit mont betek bourc’hioù ar c’humunioù pennañ
  • Ar c’henweturiñ : ar savenn rannvroel Ouestgo a skoulm an darempredoù  etre an dud a fell dezho kenweturiñ war ar pemdez, ar gouelioù pe ar re o deus ezhomm da genweturiñ evit netra. Digoust eo ar savenn.

Luc’hskeudenn : Martin Viezzer.

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×