Un enezenn e-rez an eon eo Enez Sun. Ne dap ket uheloc’h eget 1,5 m a us live ar mor pa vez lanvioù bras. Sun a zo 2 km a hirder ha 500 m a ledander. N’eus oto ebet warni, aes eo evit ar familhoù pourmen war droad warni.
Ul lec’h da ziwall eo koulskoude peogwir eo bresk. Arabat deoch digempouezañ stad an enezenn en ur sevel bernioù bili pe gemer anezho kuit ganeoc’h. Pourmennit war ar gwennodennoù hep implij ho pizhier-bale a sikour dizoleiñ ar gwiskad douar a vez krignet ingal. Taolit evezh ha klaskit chom hep direnkañ ar spesadoù lapoused-lec’hid (noueliged, skraviged c’hwiton) a gustum neizhiañ war an douar ha war ar bili.
Emañ Sun e-barzh Mirva Biosferenn mor an Hirwazh gant Eusa hag enezeier Molenez. Monedoneoù ar bigi a gas ar weladennerien tro ar bloaz o loc’hañ diouzh Gwaien. Ar veaj a bad un eurvezh hag ar vag a dremen a-hed aodoù ar C’hab. Emañ Sun a-eeun gant Beg ar Raz, ul lec’h all a zo brudet ha darempredet gant an holl.
Ur wech ‘maez deus ar vag, kit war ho pouezig evit sellet mat ouzh ar porzh, ar banelloù hag o zalioù tiez livet. Gant ma vefe sklaer an amzer war ar mor war du ar c’hornog, war bouez dek kilometr bennak, e c’hellfec’h merzhout Ar Men, unan deus an tourioù-tan brudetañ e Breizh, lec’hiet e penn-pellañ Chaoser Sun.