Porzhioù

Porzhioù Penn-ar-bed a zo lec’hioù brav, buhezek ha plijus. Ur porzh a zo evel just e pep enezenn ar Park (Sun, Molenez, Eusa), an tri plijus ha liesseurt. E kumunioù Arvor ar Park ez eus ivez porzhioù, lod goudoret, lod all avelet. Porzhioù pesketa pe porzhioù brezel, pep porzh en deus e istor da gontañ deomp.

Park Natur rannvroel Arvorig a zo ennañ kalz a borzhioù :

  • Ar Faou, an Ospital-Kamfroud, Porzh-Beac’h (logonna-Daoulaz), Daoulaz, Landevenneg, ar Fred, Roskañvel, a zo diabarzh morlenn Brest.
  • Kameled e mor an Hirwazh,
  • Morgad e bae Douarnenez,
  • Meilh-ar-Wern waar ribl aber an Aon

Bez’ e c’hellit pourmen war ar c’haeioù, sellit ouzh al listri ha bigi pesketa o tistreiñ hag o tiskargañ ar pesked, sellit pizh ouzh ar bigi bageal pe kit da brenañ profoù ha diankachoù ‘barzh ar stalioù. Pep lec’h a zo disheñval ar blijadur ennañ !

Label Porzhioù dibar a-fet glad

Ar gevredigezh “Porzhioù dibar a-fet glad” savet e 2011, a zo enni kumunioù e Breizh o deus ur porzh, bihan pe a vent etre. Ar c’humunioù o deus embannet o c’hoant da saveteiñ ha brudañ glad ar mor. Hervez al labour graet, eo bet roet da lod deus ar c’humunioù al label “Porzhioù dibar a-fet glad”. Porzhioù Kameled, Ar Faou, Sun a zo  e kumunioù Park natur rannvroel Arvorig o deus bet al label-mañ.

 

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×