Ur programm europat eo LIFE MARHA (evit MARine HAbitats : annezoù mor). Ur programm war 8 vloaz eo, bleiniet e Brest gant Ofis Frañs ar Vevliesseurted. Ar raktres-mañ a stroll ennañ skiantourien ha merourien lec’hiennoù Natura 2000 gant ar palioù ledanaat ar gouizigiezhoù koulz ha merañ ha kas en-dro an annezoù mor a zo e tachennoù natura 2000. LIFE MARHA a stroll 12 keveler, Park an Arvorig en o zouez.
Morlenn Brest, un ekoreizhiad mor pinvidik ha bresk
Morlenn Brest hag aber ar stêr Aon a zo enno tachennoù naturel pinvidik ha liesseurt : an aodoù bev a c’hell bezañ diwar traezh, kerrek, irvi bili, paludoù, lec’hidoù. Bez’ eus ivez annezoù mor dreistordinal evel ar merlegoù, glazidegoù, meinegoù.
A-viskoazh an dud o deus tennet gounid deus ar pezh a zegase dezho ar mor e-leizh. Labour an dud, (pesketa, sevel kregin …) pe o amzer vak a vez diwar mont-en-dro (dereat pe get) deus an ekoreizhiad-mañ a zo bresk-kenañ.
E morlenn Brest evel e lec’hioù all, an annezoù mor a zo ur glad naturel boutin d’an dud hag e rankomp o gwareziñ.
Evit gwareziñ an annezoù mor, al laboused gouez hag o meteier bevañ, kreisteiz morlenn Brest a zo bet rummet “takad mor gwarezet”.
Rummet eo bet e tachennadoù Natura 2000 abaoe 2004, liammet etrezo dre ur rouedad europat. An dachenn-se a zo meret gant Park an Arvorig a gemer perzh bremañ ouzhpenn ‘barzh ar raktres LIFE MARHA evit gwareziñ gwelloc’h ar meteier mor.
Petra ‘vez graet e Morlenn Brest dindan LIFE MARHA ?
Ar programm LIFE MARHA a ya en-dro war pevar annez mor e morlenn Brest : ar merlegoù, ar glazidegoù, ar meinegoù hag al lec’hidoù. Morlenn Brest a zo ul lec’hienn-skouer evit ar merlegoù peogwir unan deus al lec’hiennoù ledanañ eo, en Europa a-bezh.
An holl oberoù a zo bet termenet ‘barzh Teul Palioù Natura 2000 hag e vezont displeget e pevar rummad :
- Anavezout e peseurt stad emañ an annezoù, daoust hag ez eus oberiantizoù pe get a lak anezho en arvar.
- Labourat gant ar muiañ posubl a dud : kevelerien ensavadurel, dilennidi, implijerien, annezidi….
- Sevel oberoù evit mirout pe adsevel an annezoù,
- Titouriñ ha displegañ perak eo a-bouez beveniñ pe digreskiñ skogoù an dud war bevliesseurted ar mor.
Evit anavezout gwelloc’h an annezoù mor e kenlabouromp gant skiantourien : kas da benn studiadennoù, diorren protokoloù skiantoù a-stroll.
Dindan an oberoù gwareziñ e vez ar stourm a-enep ar plant aloubus evel ar braoz-Amerika. Oberoù nevez a vo roet lañs dezho dindan ar raktres LIFE MARHA : klasket ‘vo arnodiñ doareoù nevez da eoriañ ar bigi a vefe doujusoc’h evit an endro.
E-touez an oberoù e vez ivez krouet lec’hioù evit ma c’hellfe an dud daremprediñ ar skiantourien, diorren rouedad “kannadourien ar morlenn” ambrougañ ar re o deus raktresoù ha diorren an takadoù mor kelenn tro-dro da vorlenn Brest. Park an Arvorig a ambroug skol Logonna-Daoulaz, c’hoant ganto bezañ rummet evel takad mor kelenn abaoe miz Gwengolo 2919.
Ma fell deoc’h kregiñ ‘barzh ha sikour e Morlenn Brest, kit e darempred ganeomp !