Morlenn Brest

Brest, a zo kêr vras ar vorlenn a ra 350 km a hirder gant ribloù hag aodoù troc’h-didroc’h a-us d’ar mor.  Ar mulgul (1,8 km war e dreuz) a gas ar bigi diouzh ar vorlenn betek mor an Hirwazh ha mor bras Atlantel

Morlenn Brest a zo unan deus ar morlennoù brasañ en Europa. A-viskoazh o deus ar bigi implijet ar vorlenn evit mont betek al lec’hioù pellañ war ar maez dre ar porzhioù ingalaet tro-dro d’ar vorlenn. Dre ma z’eo goudoret ar vorlenn e c’hell ar bigi mont warni tro ar bloaz.

Ul lec’h dreist eo ivez evit ar sportoù war vor : bag dre lien, kaiak, kitesurf pe blankenn-dre-roeñv, pep hini a c’hell dibab !  Ar splujerien a c’hello ivez ober o mad deus al lec’hioù liesseurt a c’hell klotañ gant liveoù disheñvel an dud.

Ar vorlenn a zo enni meteier mor dreistordinal ha bresk. An holl lodenn er c’hreisteiz, deus aber Aon betek ouf ar Poulmig, a zo bet rummet war roll al lec’hiennoù Natura 2000 ha diwar se gwarezet.

 

Ar sevel kregin, stank ha fonnus gwechall a deu tamm-ha-tamm en-dro war wel goude ur prantad digresk. Ar sevel istr don hag istr plat ‘barzh ar parkoù a weler a zo ar sevel kregin stankañ asambles gant ar meskl hag ar pilored.

An dud a gustum bigorneta, istra, kontelleta a zegas atav un dra bennak d’ar gêr. Arabat deoc’h ankounac’haat doujañ ment ar c’hregin hervez ar reoladurioù. Lakait en-dro ar bili bras hag ar reier evel edont evit ma ne vefe ket re direnket ar meteier naturel. Gwelloc’h deoc’h ivez kemer keloù deus stad ar saotradur ha stad yec’hedel ar c’hregin araok mont da gregineta.

Ur bezhinig bresk eo ar merl

Maërl en rade de Brest - © Alain Pibot
Merl e morlenn Brest

Ar vezhinennig raz eo ar merl. N’eus nemet ar pezh a zo war c’horre, livet e roz, a zo bev. Ar peurrest a zo razekaet penn-da-benn.

Ar bezhin bern war vern o deus stummet merlegoù bras a ro goudor da zivellkeineged mor. Ar merlegoù-mañ a zo logoù ekologel, dreist evit boueta kregin Sant-Jakez hag ar pesked. Ul lec’h aes ma c’hell ar morgad hag an ourmel dozviñ ennañ. Ar merlegoù e Breizh (en o zouez re Vrest) a zo e-touez ar re vrasañ aod Atlantel europa. Ar merl a gresk goustadig-tre ha diwar se eo bresk-kenañ ar metoù naturel diwarnañ. Abalamour da se e vez evezhiet ha gwarezet.

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×