Menez C’homm a dap 330 m a uhelder nemetken, met al lein diwezhañ araok ar mor eo ha diouzh e lein e vezer bamet gant ar gwel ledan a zo, ur gwel a 360° hep par war Benn-ar-Bed. Pa vez amzer sklaer e weler morlenn Brest en he fezh en Hanternoz, gourenez Kraozon betek Penn-Hir er c’hornog, bae Douarnenez, plaenenn ar Porze, Menez Lokorn, Bro Gerne er c’hreisteiz ha Menezioù Are er reter.
N’eo ket diaes en em gavout war Menez-C’homm gant an hent etre Kastellin ha Kraozon.
Al lec’h-mañ a vez darempredet gant ar familhoù ‘benn arvestiñ gwelioù meur Penn-ar-Bed met ul lec’h ebatoù eo ivez evit an dud a blij dezho bolc’haskellañ hag ar maketennoù-nij.
E-pad an Henamzer e oa ul lec’h sakr hag a-viskoazh eo bet ul lec’h evezhiañ (ha kelaouiñ) degouezh an alouberien war vor. Rummet eo bremañ war roll al lec’hioù Natura 2000. Ar valeerien o do plijadur da gerzhout war ar gwenodennoù-bale a loc’h deus al lein evit treuzhiñ al lannegoù, dremmvroioù aroueziel deus ar c’horn-bro-se.
Loened evit kempenn al lannegoù
Al lannegoù a zo metoù liesseurt, stank ar spesadoù enno. Gwechall e oant douaroù labour-douar met dilezet int bet abalamour d’an doareoù nevez da labourat an douar. Al lannegoù a zo bremañ ur metoù naturel en arvar koulz ha dremmvroioù aroueziel Park natur rannvroel Arvorig. Evit kempenn an tachennoù-mañ, Park natur rannvroel Arvorig a ro ton d’al labourerien-douar a lak loened da beuriñ el lannegoù. Un doare anavezet a-viskoazh eo. Mat eo ar peuriñ da reneveziñ ar plant, derc’hel al lanneg kempenn ha reiñ boued a-zoare d’al loened. E-pad an hañv e vez heñchet deñved (black faces dreistholl) evit peuriñ ‘barzh lannegoù Menez Are; loened-saout ha givri a vez o peuriñ ‘barzh al lannegoù er Menez C’homm.