Tañva ar sevenadur er skol

Evit kaout un tañva deus ar c’han e brezhoneg pe bezañ diskouezet d’ar skolidi petra eo ar gouren e c’hellit goulenn gant ar Park a aoz bep bloaz abadennoù ‘barzh ar skolioù.

Kanañ e brezhoneg

Ar skolidi a c’hell deskiñ ur ganaouenn a gemer perzh er C’han ar Bobl

a vez e Brasparzh bep bloaz e fin miz Meurzh pe e penn-kentañ miz Ebrel. Ar strollad (a-wechoù an daou strollad) dibabet a vez kaset da ganañ e dibenn Pondi penn-kentañ vakañsoù an nevezamzer.

Ma fell deoc’h kaout un animatour diavaez  evit prientiñ ur ganaouenn, ar Park a c’hell sikour ha paeañ an hanter deus ar fakturenn. Ne vo ket kemeret ouzhpenn div c’hlasad bep bloaz.

Goulennit araok ar 15 a viz Kerzu.

Gouren

Un embregerezh sport kozh eo ar gouren.

Bez’ e c’hellit kaout un abadenn un devezh en ho skol kaset en-dro gant animatour Ti ar Gouren e Berrien (6 skol d’ar muiañ bep bloaz)

Lakait hoc’h anv araok ar 15 a viz Kerzu.

 

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×