Bevañ war un enezenn a gustum boemiñ pe lakaat an dud nec’het. Petra ‘oa buhez an iniziz, ken pell ‘kreiz ar mor, ha peseurt darempredoù o doa gant an douar bras ? En ur ober tro ekomirdi Eusa, e vo tu deoc’h kompren doareoù bevañ an dud, istor an enezenn, penaos eo bet savet hec’h idantelezh kreñv ha penaos e cheñch buhez an iniziz hiziv evit klotañ gant ar bed arnevez.
Betek kreiz an 20vet kantved, pa veze ar wazed war vor, en tu all d’ar mor, e oa ret d’ar merc’hed labourat an douar ha kaout boued da lakaat war an daol. Aozet e oa ar gevredigezh en un doare ken difer ma veze graet gant lod « sevenadurezh an inizi » deus an doare bevañ-se.
Doare bevañ an dud en deus cheñchet kalz hiziv met idantelezh an inizi boutin etre Eusa, Molenez ha Sun a zo chomet bev, hag a-wechoù, boazamantoù zo a cheñch evit klotañ gant ar vuhez hiziv.
Deuit ‘barzh an ti kozh, e livioù splann evel ma veze gwechall en holl diez en Eusa ha merzit levezon ar mor hag ar bigi.
Komprenet ‘vo ganeoc’h an doare da vevañ bemdez war un enezenn : an arrebeuri, an dilhad, traouigoù ha biñvioù ar pemdez. Ur c’henlabour ‘zo gant an arzourien a vez e arouezva ar C’hreac’h evit prantadoù krouiñ. Ur sell all e tegasomp deomp dre o labour krouiñ.
- Ebrel, Mae, Mezheven, digor bemdez etre 11 eur 30 ha 5 eur. Chom a ra digor betek 6 eur evit ar gouelioù hag an dibennoù-sizhun hir.
- Gouere hag Eost : digor bemdez etre 10 eur 30 ha 6 eur ha diouzh noz a-wechoù etre 9 eur hag 11 eur noz hervez an abadennoù
- Gwengolo : bemdez etre 11eur 30 ha 5 eur
- Etre miz Here ha miz Meurzh :-e-pad vakañsoù-skol an takad B : digor bemdez etre 11 eur 30 ha 5 eur (serr da zeiz an Nedeleg ha Kalanna Genver)- en diavaez deus vakañsoù-skol : digor bemdez, nemet al lun, etre 11 eur ha 5 eur.
- Den gour : 2,80 €
- Bugel etre 8 à 14 vloaz : 2 € – digoust dindan 8 bloaz
- Troiad heñchet : evit un den gour 2 € – bugel : 1,50 € – den gour ‘barzh ur strollad : 1,50 €
Evit abegoù yec’hed ha surentez ne vez ket aotret al loened e-barzh ar mirdi.
Abadennoù dudi a-hed ar bloaz
A-hed ar bloavezh e vez kinniget deoc’h atalieroù evit deskiñ nezañ, bezañ titouret diwar-benn dilhad hengounel Eusa, kejañ gant Eusaiz… Kit da welet roll an abadennoù, an emgavioù, an hentadoù heñchet, an diskouezadegoù er rubrikenn Ajenda ha war [https://fr-fr.facebook.com/EcomuseedOuessant/
Ar sac’h-kein fistoulig
Un c’hoari klask ar roudenn a c’hell bezañ implijet gant ur familh pe mignoned war gwenodennoù an enezenn : prestet ‘vez evit netra da weladennerien an ekomirdi.
Pourmennadennoù an ekomirdi
Un doare plijus evit mont da foetañ gwenodennoù an enezenn ambrouget gant un heñcher a zisplego deoc’h mojennoù ar vro hag ar pezh a gavot war an hent.
Evit ar skolioù
Kinniget ‘vez abadennoù evit ar skolioù. Goulennit ganeomp.