Ar Parz a zo un dudelezh foran gevelet hag evit se e vez goulennet e ali digantañ evit gwelet ma glot an teuliadoù steuñviñ kêraozañ gant karta ar Park.
Dreist an ali a zo hervez lezenn e kinnig ar Park labourat kentoc’h araok ma vefe echu ar steuñvenn hag e kinnig ivez ambrougañ ar strollegezhioù evit mont betek penn o steuñvenn evit silañ e-barzh spered hag elfennoù karta ar Park. .
Unan deus kefridi ar Park a zo skoazellañ programmoù enklask. Savet en deus un emglev etre labourva Geoarkitektouriezh Skol Veur Brest evit degemer Coralie Tanneau gant ur yalc’had CIFRE evit labourat war un dezenn diwar-benn « Galloud ha levezon ar Parkeier natur rannvroel e tachenn an annez : skouer Park Arvorig » ». An dezenn a zo bet soutenet e miz C’hwevrer 2019.