Ouzh petra e vo heñvel Arvorig a-benn 15 vloaz ? Penaos e annezimp ar c’hêrioù hag ar c’hêriadennoù ? Penaos e tilec’himp ? Peseurt micherioù ha diduamantoù a vo gant hor bugale ? Da belec’h ez aint da labourat ? Gant ar goulennoù-se ha meur a hini all e vo lusket azgweladur karta gentañ ar Park…
Ur raktres evit Arvorig, ur garta evit an dazont
Un tiriad war ar maez annezet eo Park Arvorig, met bresk anezhañ, anavezet er par broadel ha bedel (Mirva Biosfer UNESCO ha dizale ur Geopark bedel UNESCO) evit perzhded e ardremezioù, e veteier naturel hag e c’hlad savadurel.
Lakaat a-gevret an obererezhioù tud gant gwarez ha diwallerezh ar gladoù naturel ha sevenadurel, setu kefridi Park natur rannvroel Arvorig, dre ur politikerezh doujus d’an endro ha nevezus a-fet an terkañ hag an diorren ekonomikel, sokial, sevenadurel, koulz ha terkañ an ardremez.
Rummet eo tiriad ur park natur rannvroel dre zekred ar C’hentañ Ministr, ur rummadur da vezañ adnevezet bep 15 vloaz. Pa voe krouet e 1969 e oa Park Arvorig eil Park natur rannvroel Frañs ! Abaoe e oa bet adnevezet e rummadur e 1977, 1997 ha 2009.
Furmekaet eo ar raktres rannet evit an tiriad dre ur gevrat : karta ar Park. Azgwelet anezhi eo al lankad ret evit ma chomo rummet an tiriad evel park natur rannvroel.
Skridaozet eo ar garta gant obererien bennañ an tiriad ha ganti e vez treset raktres dazont ar Park. E-pad an 3 bloaz da zont e vo ret d’ar Park adneveziñ e hini. Setu an digarez d’en em adlakaat e kont ha da bediñ obererien an tiriad da zivizout, da rannañ o soñj ha da ijinañ an dazont.
Pazennoù kentañ war-du azgweladur karta Park Arvorig
E 2019 en doa lidet Park Arvorig e 50 vloaz hag e sell emañ da vat da gendelc’her gant e hent
A-benn 2024 emañ Park Arvorig o vont da adtermeniñ ha da ginnig ur raktres tiriad nevez evit ar prantad 2024-2039, hag a zalc’ho e kont an emdroadurioù endro, kevredigezhel, ekonomikel hag o skogoù war hor gladoù naturel ha sevenadurel, war hon ardremezioù hag hon endro bevañ.
Kregiñ a raio an argerzh-mañ dre sevel un diagnostik tiriad ha priziañ ar pezh a zo bet lakaet da dalvezout er garta a vremañ (2009-2024), ha skrivañ ar raktres nevez neuze diwar an dalc’hoù bet termenet a-stroll evit ar 15 vloavezh a zeu.


Lankadoù bras azgweladur ar garta
2020 – Prantad prientiñ : priziañ ar pezh a zo bet lakaet da dalvezout er garta 2009-2021 ha sevel diagnostik atoudoù ha diaweladoù an tiriad.
2021 – Sevel ar raktres karta : goude kendivizout gant dilennidi, obererien hag annezidi an tiriad e vo skridaozet ar raktres strategel, savet steuñv ar Park hag ar pezhioù klokaat.
2022 – Kemennoù etre : a-berzh Kuzul broadel gwareziñ an natur (KBGN), Kevread ar Parkoù natur rannvroel, Pennadurezh an endro, evit reizhañ ha pinvidikaat ar raktres.
2023 – Enklask foran
2024 – Kadarnaat diwezhañ : divizadegoù emezelañ, enselloù