Natura 2000

An tachennadoù rummet Natura 2000 a zo o fal lakaat war wel ha gwareziñ ar vevliesseurted e obererezhioù an dud. Rummet e vez an tachennadoù evit gwareziñ meteier naturel ha spesadoù. Seizh lec’h rummet a zo war dachenn ar Park.

Mont en-dro Natura 2000 ?

Rouedad al lec’hioù Natura 2000 a fell dezhañ bezañ anavezet evel gwarezour an endro war Europa a-bezh. Ennañ ez eus Takadoù Gwareziñ Arbennik (ZPS – o lakaat da dalvezout sturiad europat war al laboused) ha Takadoù Mirout Arbennik (ZSC evit lakaat da dalvezout sturiad europat war an annezoù).

An doare dibabet evit merañ ul lec’h Natura 2000 a glask lakaat a-du an holl dud a labour pe a implij al lec’hioù ha divizout asambles ganto roll an oberoù a vo kaset da benn war an dachennad ‘benn gwareziñ ar spesadoù plant ha loened.

Roll an oberoù Natura 2000 a vez divizet asambles hag e savont korf un teuliad (DOCOB a vez graet anezhañ = TEUPAL evit Teuliad palioù) evit pep lec’h. Savet ‘vez gant un den e-karg deus al lec’h hag a gas betek penn an oberoù dibabet gant kuzulioù ur poellgor leviañ, ennañ oberourien lec’hel.

Meret e vez un dachennad rummet Natura 2000 gant kontradoù evel ar c’hartaoù pe ar c’hontradoù Natura 2000 pe diarbennoù labour-douar hag en-dro. Ar c’hontradoù a vez sinet nemet gant tud youlek d’en ober.

Roet eo bet da Bark natur rannvroel Arvorig ar c’harg da verañ al lec’hioù Menez Are, Menez C’homm, Morlenn Vrest-an Aber Aon hag an douaroù annezet war inizi Eusa, Molenez ha Sun. Karget eo ivez deus buheziñ an erbedennoù labour-douar hag en-dro e gourenez Kraozon.

 

Devedig ruz – luc’hskeudenn : Yannick Chérel

Al lec’h Natura 2000 FR 5300013 « Kreiz ha reter Menez Are » a zo 10888 kantar e c’horread hag ez eus ennañ 18 kumun. Al lein uhelañ a dap 385 m. gant ar Roc’h Ruz daoust dezhañ bezañ izel (skoaz leinioù all) emañ e touez leinioù uhelañ Breizh.

An Takad Arbennik Mirout a dap ar vrasañ lanneg Atlantel didroc’h e Frañs hag ar vrasañ dachenn gant taouarc’hegoù e Breizh. Al lodenn vrasañ deus al lannegoù ha deus an taouarc’hegoù a zo annezoù a dalvoudegezh europat hag emaint en ur stad dereat, en desped m’ eo bet digresket o gorread abaoe 25 bloaz.

Tro-war dro al lannegoù e kaver peurioù gleborek-dic’hleborek, douaroù fraost hag ur rouedad a gleuzioù ha kaeoù en ur stad dereat (n’int ket bet diskarret re). Un tammig pelloc’h killioù gwez pe koadegoù gant gwez deliennek. (favegoù an Nivod, ar Ruskeg..)

Un tammig pelloc’h war-du ar c’hornog, al lec’hienn Natura 2000 FR 5300039 « Koad ar C’hrannoù-Menez-Meur » a astenn kribenn Menez Are war-du ar mor.

An Takad Arbennik Mirout a dap ur gorread a 1281 kantar gant 3 c’humum ennañ. War an dachennad-mañ ez eus daou zoare dremmvro : al lanneg izel war gempezenn Menez Meur hag ar choadoù e Koad ar C’hrannoù.

Man-pennek-ar-geunioù – luc’hskeudenn : Emmanuel Holder

Un dorgenn eo Menez C’homm a zo 330 metr en he lein uhelañ. Lec’hiet emañ e penn-pellañ kornog chadennad Menezioù Du a vez lesanvet « c’hoarezed bihan Menez Are ».

Unan deus gwelvaoù meur a zo e Breizh eo, gant ur sell digor war gourenez Kraozon. Ur strolladenn douaroù eo, gant talvoudegezh ekologel liesseurt.

Lanneier grin war resedoù mein, lannegoù gleborek ha taouarc’hegoù war naou a zo kenmesket gant meteier ordinal (koadoù, pradeier gleborek, foennegoù, broustoù ..) lec’h ma z’eus spesadoù rouez evel man-taouarc’h de la Pylaie, man-pennek-ar-geunioù, maligorn Kemper, skoul louet, adren-Europa, devedig ruz.

E hanternoz al lec’h, koad kumun Argol a zo ennañ un dervenneg dreut war resedoù mein, reteret war-du an hanternoz. Aergelc’h ar strouezhaj a zo fresk ha leun a c’hlebor. Annez er c’hoad-mañ a zo kement zo red ennañ evit ma krogfe mat man ha raden a bep seurt (en o zouez, spesadoù gwarezet e Frañs evel ar raden-man, ar raden-goañv …)

 

 

Treuziñ morlenn Brest gant ur vag kozh – luc’hskeudenn : Bellonet

Ur bae ledan eo morlenn Vrest, n’eo ket gwall don an dour enni, war an hanter deus ar Vorlenn n’eus nemet 10 m. etre strad ar mor hag an nec’h.

An tachennoù natur enni a zo liesseurt ha pinvidik : aodoù bev gant traezh ha kerreg, lec’hidegoù hag ivez annezoù mor dreistordinal gant merlegoù ha glazidegoù. An arvor a zo ivez liesseurt gant he begoù kerrek, irvi bili, paludoù, pradennoù gleborek, ha koadegoù.

Al liesseurted-mañ a zo kaoz eo bet rummet kreisteiz Morlenn Vrest e listenn an takadoù mor gwarezet. Diwezhatoc’h e 2004 eo bet anvet Lec’hienn Natura 2000 gant palioù gwareziñ annezoù naturel, al laboused gouez hag o meteier bevañ.

Al lec’h a ra 9000 kantar, bevennet eo er c’hornog gant Beg an Arvorig (Plougastell) ha bae ar Poulmig (Lanveog). Mont a ra er c’hreisteiz betek ar stêr Aon.

 

Enez Sun – luc’hskeudenn : Agathe Larzillière – PNRA

Ar plant a zo war an tornaodoù, al lann, al letonenn war aod inizi Eusa ha Molenez a ya da aozañ annezoù naturel dreistordinal a glot mat gant an hin rust ha kalet.

War enez Sun, ar plant a gresk war an irvi bili, al letonennoù aerhalek a zo annezoù plant ha loened a dalvoudegezh europat.

Pell emañ an inizi diouzh an douar bras hag ez eo diaes tremen e-biou setu perak eo chomet an annezoù en ur stad mat hag orin. An inizi a zo mirvaoù gwir evit spesadoù plant ha loened ‘zo.

Ul lec’h Natura 2000 a zo e anv « Eusa- inizi Molenez ha chaoser Sun ».

Park natur rannvroel Arvorig a genurzh an traoù war douaroù an inizi annezet ha digas a ra e skoazell deknikel da Bark natur mor an Hirwazh.

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×