Ober Tro Breizh !

Keveler eo ar Park gant  ar gevredigezh Tro-Breizh hag e kinnig deoc’h foetañ hent etre  ilizoù-meur Breizh. Dek hentad a zo etre Kemper, Kastell-Paol, Landreger, Sant-Brieg, Sant-Malo, Dol, Roazhon, an Naoned ha Gwened ‘benn ober anaoudegezh gant Breizh hag istor ar vro.

Ar frapad hent kentañ etre Kemper hag Kastell-Paol a dremen dre ar park natur rannvroel Arvorig.

En hent war e hed a zo 280 km. Tu ‘zo deoc’h ivez kemer 6 hent treuz evit gweladenniñ ar vro  :

  • Ribin  Douarnenez  = 20,4 km
  • Ribin Landevenneg  = 21,3 km
  • Ribin Hent ar C’hont  = 11,1 km
  • Ribin Remengol = 4,2 km (mont ha dont)
  • Ribin Lokmelar = 5,8 km
  • Ribin Sant-Tegonneg = 43 km

Evit ma z’afe an dud war an hent en un doare klet hag aes en deus divizet ar gevredigezh “Ma zro Breizh/ Mon Tro Breizh) sevel un emglev gant ar parkeier natur evit kinnig herberc’hierien strollet gant merk broadel “Talvoudoù Park natur ranvroel” diazezet war an diorren padus

  • Kambroù ostizien   La Halte de Coat Carrec (ehan Koad Karreg), gant e wenojenn louzawouriezh ‘barzh ar c’hoad;
  • Kambroù ostizien Brezehan ‘barzh ti kozh ur familh gwiaderien, tost diouzh lenn an Dreneg.
  • Bodoù  Kergudon evit vakañsoù mod Breizh Veur e presbital kozh (XVIIvet kantved)  Sant-Kadou

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×