Unan deus penn divizoù Grenelle an Endro e-keñver ar vevliesseurted eo ar steuñvenn c’hlas. Petra eo ar steuñvenn c’hlas ? Ur youl hag ur mont-en-dro evit derc’hel hag adsevel rouedad hentigoù darempredet gant al loened hag ar plant evit en em vagañ, mont ha dont ‘benn gellout kenderc’hel da vevañ. Park an Arvorig a gas en-dro ur politikerezh a zo e bal gwareziñ hag adsevel an natur ordinal.
Petra eo ar steuñvenn c’hlas ?
An trepasoù ekologel, da laret eo an hentigoù darempredet gant al loened evit mont betek ar mirvaoù bevliesseurted ‘lec’h ma vev al loened a ya d’ober ar steuñvenn c’hlas.
Spesadoù loened ‘zo (rouez pe en arvar da vont da get) a vev ‘barzh “mirvaoù bevliesseurted”. Ar poblañsoù a vev e mirvaoù a-strew ‘barzh ur c’horn bro. Ret eo dezho kaout darempredoù gant loened ar mirvaoù all evit en em vagañ ha bevañ. Evit tremen d’ul lec’h bevañ d’egile (d’ur mirva d’egile) e tremenont dre hentigoù a liamm ar mirvaoù etrezo. Graet e vez trepasoù ekologel deus an hentigoù-se. Ar steuñvenn c’hlas a zo enni an trepasoù ekologel hag ar mirvaoù bevliesseurted.
GLAS eo ar steuñvenn dre ma z’eus enni tachennadoù naturel bras liammet etrezo gant trepasoù a c’hell bezañ douaroù kompezañ evit al loened evel koadegoù, girzhi, lannegoù ….
GLAS eo ivez dre ma z ‘eus enni gwazhioù, takadoù gleborek, poulloù dour hag an takadoù natur a zo war o ribloù.
A-bouez-kenañ eo ar c’harzhaoueg, dreistholl e douaroù kumunioù Park an Arvorig.
Ar girzhi a zo gwir virvaoù bevliesseurted evit al loened a vev dreistholl enno koulz ha ‘barzh ar pradeier hag ar parkeier. Ar girzhi a zo ivez lec’hioù aes evit al loened tremen enno evit mont pe dont en-dro d’ur c’hoad.
Ar steuñvenn zu
Ar steuñvenn zu a zo enni an holl dachennadoù ekologel gwarezet deus ar gouleier foran. Park an Arvorig a zo unan deus al lec’hioù gwarezañ e Breizh evit pezh a sell ouzh kalite an oabl dreistholl diouzh noz. A-bouez-kenañ eo derc’hel an traoù er stad emaint pe glask gwellaat anezho hag evit se e ranker kuzuliañ ha teurel evezh ne vefe ket a c’houleier foran.
Roll oberioù a zo war diriadoù evel ar parkeier natur rannvroel : abadennoù diouzh noz (deiz an noz), intruduioù evit goulaouiñ foran kempouez (label “Kêrioù ha kêriadennoù steredek” ) degas anaoudegezh d’an dud diwar-benn ar c’hendalc’hoù ekologel diouzh noz.
Peseurt spesadoù a vev diouzh noz ? Peseurt perzhioù o deus ar spesadoù-se ? Petra c’heñch e buhez al loened-noz o vezañ sklerijennet diouzh noz ? Petra eo ar steuñvenn zu ? … Romain SORDELLO, ijinour, arbennigour war ar vevliesseurted a zegas sklerijenn deoc’h ‘barzh ar video-mañ.
Ar steuñvenn c’hell-du
An douar, ar c’hondon hag ar boudoù a vev enno o deus ezhomm da gaout kendalc’hoù ekologel evit mont-en-dro en un doare mat : ar steuñvenn c’hell-du eo.
Labour ar Park evit diorren ar steuñvenn c’hlas douar ha dour
Labouret en deus ar Park da dermeniñ ar steuñvenn c’hlas war e diriad en ur zerc’hel kont deus “brastres rannvroel ar c’hempoell ekologel” savet war rannvro koulz hag al labourioù er c’humunioù dre an teulioù kêraozouriezh hag ar brastresoù terkañ ha merañ an dour (SAGE).
Graet eo al labour termeniñ dindan ur program diorren ar maezioù war Breizh a-bezh arc’hantaet gant Europa ha Rannvro Breizh.
Ar Park a ra e lod evit skoazellañ ar politikerezhioù broadel war e diriad. Savet en deus ur brastres oberioù evit an holl oberourien a vev er Park. Ar brastres oberioù a zo rannet e 5 lodenn (sintezenn ar brastres oberioù a c’heller pellgargañ amañ) :
- Gwareziñ hag adsevel ar c’hendalc’hoù ekologel : oberoù evit merañ hag adsevel evit stourmañ digresk ar vevliesseurted ha gwareziñ pe wellaat kalite ar meteier (labourioù, plantañ gwez, dismantrañ oberiadurioù…)
- Displegañ ha brudañ d’an dud perak eo a-bouez gwareziñ ar c’hendalc’hoù ekologel (abadennoù, stummadurioù, titouroù…)
- Derc’hel kont deus ar steuñvenn c’hlas e terkañ an tiriad. Evit hen ober an dud, an oberourien, dilennidi ar strollegezhioù kompren ez eo a-bouez hag e ouifent penaos ober.
- Anavezout ar vevliesseurted a servij da gompren, rakwelet, raksoñjal, labourat gwelloc’h. Ar politikerezh diwar-benn ar steuñvenn c’hlas a rank ivez kas da benn studiadennoù, arnodiñ, ….
- Al labour kempoell, buheziñ, ha kas en-dro ar brastres oberoù a vez graet gant Park an Arvorig ‘benn broudañ, kevreañ, kompezañ ha lakaat an oberourien da labourat asambles.
Ar steuñvenn a zalc’h kont deus mont-en-dro ekologel ar spesadoù hag an tachennadoù evit terkañ an tiriad. Diazezet eo war an natur ordinal. Ur politikerezh a deu da glokañ ar politikerezhioù all a zo o fal anavezout ha gwareziñ ar spesadoù hag an tachennadoù dreistordinal.
Park an Arvorig a labour war ar steuñvenn c’hlas abaoe bloavezhioù. Renablet en deus an trepasoù pennañ diouzh annezoù ar spesadoù en arvar war an tiriad. Renabliñ ar c’hleuzioù dre gumun evit ma veze dalc’het kont deus ar c’hleuzioù ‘barzh an teulioù kêraozouriezh.