Park natur rannvroel Arvorig a sikour ar raktresoù war e diriad war bouez Galv an intruduioù. E 2019 eo aet ar maout gant daou raktres : Organics boats e Kraozon hag un annez arzourien e Skrigneg a vez graet anezhañ Skol ar Fri Lous. Ambrouget e vo an daou raktres gant ar Park evit tapout arc’hant e-pad ur c’houlzad arc’hantaouiñ a-stroll.
Al loreidi
Organic boats
Julien Gratio a zo e raktres gwerzhañ bigi nevezus, awenet gant bigi kozh ar bed lakaet da glotañ gant ezhommoù a-vremañ evit ar bageal a blijadur en ur zoujañ da balioù ha da zalc’hoù an ekonomiezh ha d’an ekologiezh : implij koad ar vro, liennajoù ha kerdin graet e Frañs.
Emañ e soñj kinnig ur vag kentpatrom e stumm ur birogenn dre lien a 5 m. a hirder gant daou gempouezer. Ur vag skañv, aes d’ober gantañ ha aes da renkañ, set’ aze ur vag savet evit un niver bras a dud.
Evit mont betek penn en deus ezhomm ur sammad arc’hant a 13 080€. Ar sammad a 9 950€ a vefe dastumet dre ur c’houlzad arc’hantaouiñ a-stroll evit prenañ binvioù (binvioù evit ar greizenn heoldredan) danvez (lien, koad…) hag evit krouiñ ul lec’hienn internet.
Annez evit arzourien, sonerien, korollourien, dañsourien, komedianed
Laure Tosi a zo he micher krouiñ bravigoù, Elena Rocco ‘zo sokiologourez, Etienne Monnier, soner ha munuzer ha William Cliquennas, a zo skrivagner. Mignoned int ar pevar anezho. C’hoant o deus bet asambles da sevel ur raktres evit reneveziñ skol gozh Kenekwenn e Skrigneg ‘benn sevel enni ul lec’h evit degemer arzourien gant ar pal kinnig d’an arzourien, sonerien, dañsourien, korollerien, videourien, skiantourien, leurennerien, arzourien-neuziañ ul lec’h ma c’hellint kaout peadra evit krouiñ.
Ezhomm o deus da gaout 13 300€ evit mont betek penn gant 4000€ a vo da dapout dre ur c’houlzad arc’hantaouiñ a-stroll evit prenañ dafar evit ar gegin, ar sonekaat, kempenn an ti (an difuiñ, an tommañ) …
Ambrougañ a ra ar Park
Park natur rannvroel Arvorig a ambrougo an daou loread en un doare teknikel ha gant ur sikour arc’hant. Ur yalc’had a 2000€ a vo roet da bep hini dre ur c’houlzad arc’hantaouiñ a-stroll.
Tu ‘zo deoc’h kenderc’hel da sikour ar raktresoù-mañ en ur gemer perzh er c’houlzad arc’hantaouiñ a-stroll.
14 raktres a oa o kenstrivañ
14 raktres o doa respontet d’ar c’houlzad 2019 evit galv an intruduioù
an 12 raktres a chom a zo :
- Krouiñ ur bonn etreoberiat e mirdi ar vengleuz kozh (Lokmaria-Berrien)
- Ur soavonerezh (Kameled)
- Kempenn Gwennili, er Faou, un davarn-levrdi
- Rozavern, war hentoù ar vevliesseurted (Terrug)
- Stal dibrerezh Caval’Lêr (Argol)
- Sevel ur adaozerezh (Kastellin)
- Arvorikaned Lestiantel (Plougonven)
- Sevel un annez war tiriad ar Park evit ar gompagnunezh Balançoire
- Ispiserezh biologel ha dibak «les pots ethiques » (Pleiben)
- les cheveux au vent (an Ospital)
- Boued war rodoù 2020 (Skrigneg)
- Atant Gwarem an Abad (Argol)
Ambrouget e vo an holl raktresoù gant ar Park dre stignadoù all, da skouer ar merk « Talvoudoù Park natur rannvroel Arvorig » pe ar Geopark Arvorig.