Aesaat an tremen evit an dud nammet

Ar gladoù a zo boutin d’an holl hag an holl a rank gellout ober o mad ganto. Ar park, evit klotañ gant e dalvoudoù diazezet war an diorren padus a labour evit ma c’hellfe an dud nammet dont ha profitañ deus tiez ar Park : stummet e vez an implijidi, krouet e vez dafar evit sikour anezho evit tennañ gounid deus o gweladenn, sevel abadennoù a-ratoz-kaer evit an dud nammet. Ar spered a zo labourat evit esaat o gweladenn o c’houzout e vint degemeret  asambles gant ar re all bep gwech ma z’eo posubl.

Ar Park a sav emglevioù labour gant bodoù buhez ha tiez pe skolioù deskadurezh arbennikaet evit kas da benn raktresoù war hir dermen.

Un emglev evit degemer Bod buhez Traoñ  Elorn

Savet eo bet ur c’henlabour stank e miz Gwengolo 2017 etre Domani Menez-Meur ha Bod Buhez Traoñ Elorn e Sizun a zegemer tud nammet. Degemeret e vez tud ar Bod Buhez div pe teier gwech ar miz. Ludovic, Christophe, Jessica, Erwan G., Erwan LC., Fabien o deus sikouret da sevel div dreuzell, 5 zi-neizhañ evit al laboused, ur goudor evit an heureuchined. Prientet o deus ivez bouligoù druzoni evit al laboused.

An devezhioù-se a zo a bouez bras evit annezidi ar Bod Buhez. Bez e c’hellont egise implij a pezh a ouezont evit al lenn, ar skrivañ, lakaat o memor da labourat hag e strivont da labourat gant o c’horf . Laouen int da welet tud ha da vont maez deus o lojeiz bemdez. Luc’hskeudennoù a vez graet deus o labour, hag e vez diskouezet d’an holl er Bod Buhez. Ur video a vez graet ivez a c’hell bezañ diskouezet d’o familh.

E-pad o gweladennoù e vez sellet kalz ouzh al loened. Ar pezh o deus merzet a deus da voueta ur c’harned savet asambles gant skipailh ar Park a zo aes da lenn. Lakaet int bet ivez da dremen dre un hentad da hiligat ar skiantoù. An hentad-mañ a vez kinniget d’an holl e-pad an hañv tro-dro d’an atant pedagogel.

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×