An arsellva a zo perzh strategiezh ar Park diwar-benn ar vevlieseurted. Reiñ a ra deomp da c’houzout e peseurt stad emañ ar vevliesseurted. Ar merkerien a servij da evezhiañ an tiriad ha da briziañ ar politikerezhioù publik. Un doare eo ivez da vrudañ labour ar rouedad tud a ra war-dro ar vevliesseurted. Evit pep hini pe an holl ac’hanomp e c’hell bezañ ur benveg evit anavezout gwelloc’h pinvidigezhioù an natur tro dro deomp !
Arsellva Park an Arvorig
Ur benveg evit degas anaoudegezh d’an dud eo, drezhañ e vez anavezet ha resisaet holl elfennoù ar glad naturel er Park : ar spesadoù, an annezoù, ar rouedadoù ekologel. Ur benveg eo ivez evit termeniñ hag urzhiañ an dalc’hoù ‘benn mirout ar vevliesseurted ha priziañ e peseurt stad emañ ar glad naturel dreistordinal war ar park ha priziañ al labour graet evit e virout
Al labour-mañ a vez kaset da benn o kenlabourat gant an oberourien all war ar vro a labour evit ar vevliesseurted. Degas a ra brud d’al labour graet ha sikour a ra eskemm ar skiant-prenet.
Sellit ouzh kartenn etreoberiant spesadoù brudetañ ar Park !
Kevaskit an elfennoù evit gwelet e-pelec’h emañ ar spesadoù brudet war ar Park. Dont a raio war wel ivez an titouroù melestradurel (kumun, lec’hienn Natura 2000…. ).
Afficher la carte en plein écran