C’ hoant ho peus da aveliñ ho penn pe da gaout ar seizh avel en ho penn ?
Dilezit ho karr ha kemerit an tren tizh bras evit dont betek tiriad park natur rannvroel. Ur wech en em gavet e Kastellin e vo kroget ho tro evit tañva ar gladoù naturel ha sevenadurel dreistordinal a zo a hed ar ganol etre an Naoned ha Brest.
Ar stêr Aon a zo un hent etre an Argoad hag an Arvor. Ar bigi o tont deus kreiz Breizh war ar ganol o kas deus an Naoned betek Brest a dremene war ar stêr Aon evit tapout morlenn Brest, brudet evit bezañ, hervez martoloded an arme-vor, unan deus ar re vravañ er bed.
Skipailh tud ar c’hamping Ti Provost a zegemer ac’hanoc’h, ur wech diskennet deus ho tren evit ho kas betek ho ti-koad war bouez 3 km.
An dachenn-gampiñ-mañ, dindan merk “Talvoudoù Park natur rannvroel” en deus ar gwel ledan war aber Aon. Ur wech en em gavet e vo degaset deoc’h ho peloioù gant ar gevredigezh Dizale. “Marchosioù Penn an ale” a zo tost a-walc’h, a ginnig ur bourmenadenn 2 eur war varc’h. Diouzh noz e vo ret deoc’h dibab etre mont da brenañ peadra en ispisiri da fardañ koan en ho ti-koad pe mont d’ur preti bennak e kêr.

Emgav a zo e lein Menez-C’homm da 8 eur 30.Da gentañ e vo diskouezet deoc’h penaos ober gant an dafar. An nijadennoù kentañ a vez a-wechoù e fin a abardaez. Ma vez an amzer war he zu, e vez klasket ober nijadennouigoù an devezh kentañ. Tridal ha daskrenañ a reot en ur sellet ouzh ar gwelioù kaer-meurbed war ragenez Kraozon ha bae Douarnenez.

Diouzh ar mintin, e kinnigomp deoc’h diskenn gant ho pelo war-du Kastellin evit mont a-hed ar ganol e kêr adalek a ti-gar kozh. Ar bourmenadenn a dremen war un hent roman ha war hent an halaj evit ho kas betek kreiz-kêr Kastellin. Goude ho troiad war droad hag ho nijadenn, eo poent bremañ mont da roeñvañ war ar ganol gant ho kaiak. Adkavit ar gevredigezh Dizolo evit pignat ‘barzh ho kaiak.

- Kinnig chommadenn 3 devezh / 2 nozvezh
- Tu ‘zo deoc’h dibab hentadoù ambrouget gant un heñcher (kevredigezh Dizolo)
- Etre Ebrel hag Here hervez an implij-amzer ha doareoù an amzer (bolc’haskell )
- Adalek 279 €
Dre ar munudoù, ar prizioù dre zen
- Vol libre Menez Hom : deskiñ kregiñ gant bolc’haskell : 100€
- Association Dizolo – feurmiñ belo/kaiak, kas, prestiñ, kemer en-dro : : 85 € (adalek 3 den). Hentadoù da zibab kinniget gant un heñcher
- Tachenn gampiñ gwel meur Ty Provost : etre 59 ha 79€ an ti-koad (betek 5 den) hervez mare ar bloaz
- Marchosioù Penn an ale/ Les Ecuries de Pennalé : pourmennadenn 2 eur war varc’h : 35€