Gouelioù ha festivalioù

Un dachennad bev eo Park natur rannvroel Arvorig, ennañ sevenadur hag hengoun ez vev. Atav ez eus bet gouelioù hag abadennoù war ar Park.

Ar gouelioù brudet

E miz Gouere war dreuzoù ar Park, e tegemer Karaez e-pad 4 devezh Gouel an Erer Kozh a zo unan deus brasañ gouelioù a vod sonadegoù ha sonerien en Europa.

E Gourenez Kraozon e miz Eost e c’heller mont e festival Penn ar bed a zegemer sonerien deus ar bed a bezh a gustum seniñ sonerezh diwar hengoun o broioù orin, alies mesket gant sonerezh deus broioù all. Brudet eo ar festival peogwir e c’hell an dud ebatal ha kaout amzer verr ‘barzh ul lec’h brav-meurbed.

 

Bep pevar bloaz e tegemer Kêr Vrest batimantoù ha martoloded o tont deus ar bed holl evit unan deus ar gouelioù war vor brasañ er bed a-bezh.

Festival des Vieilles Charrues – Photo Guillaume Le Roy – CRTB

Festival du Bout du Monde – Photo Ronan Gladu – CRTB

Fêtes maritimes de Brest – Photo Donationne Guillaudeau – CRTB

Bec’h d’ar Fest-noz

Ar fest-noz a zo bet enskrivet war roll glad dizanvezel ar bed e 2012. Aozet ‘vezont ingal war ar Park, pe ‘barzh salioù pe en diavaez, kaset en-dro gant sonerien ha kanerien gant tonioù a bep seurt evit lakaat an dud da zañsal gavotenn, an-dro, hanter-dro pe plinn. Er festoù-noz e vez a bep seurt dañserien, dañserien a gozh a zo ampart pe re a-nevez.

Ar festoù-deiz a vez aozet peuraliesañ d’ar sul goude lein.

War lec’hienn ar gevredigezh Tamm-Kreiz e vez roll ar festoù-noz, festoù-deiz, sonadegoù, stajoù evit seniñ ha dañsal koulz ha kinnigoù kenweturañ evit mont d’ar festoù-noz.

Fest Noz – Photo Yannick Le Gall

Fest Noz – Photo Yannick Derennes – CRTB

Abadennoù plijus a-hed ar bloaz

Evit an dud entanet gant an natur, e vo peadra da zifoutañ ho taoulagad e Festival al luc’hskeudennoù loened aozet e miz Du e Brasparzh gant Ti Menez Are.

Artizaned Arz a zigor dorioù o stal da geñver « devezhioù europat ar micherioù arz » bep bloaz e penn-kentañ miz Ebrel.

« Festival kreiz an douar » a roio deoc’h un tañva deus an douarouriezh hag e c’hellit kompren gwelloc’h penaos ez a en-dro hor planedenn.

E kerzh Gouel Breizh e miz Mae ez eus abadennoù e-leizh war ar Park.

 

Da Yaou bask « Tro Menez Are » ha da Sul ar Pantekost ar « Rando Rade » a gas ac’hanoc’h war gwenodennoù dianavezet ur gumun disheñvel bep bloaz en Arvor pe en Argoad.

Ma z’eo gwelloc’h deoc’h mont war velo, ha dreistholl ar VTT, kit betek an Uhelgoad e miz Gwengolo evit kemer perzh er redadeg « Roc’h Menez Are ».

War Eusa, an Ilophone, kornokañ festival a zo e Frañs a zegas a bep seurt sonerezh e miz Gwengolo war an enezenn.

Er mirdioù a zo war dachenn ar Park, e c’hellit profitañ deus an diskouezadegoù nevez a vez kinniget bep bloaz.

N’eo nemet un tañva deus ar pezh a zo war dachenn ar Park. A-hed ar bloavezh eo stank an abadennoù, set’aze digarezoù e-leizh evit kejañ gant an dud, ebatal ha kaout plijadur !

Kit da sellet er rubrikenn « ajenda » evit adkavout an abadennoù kinniget gant Park natur rannvroel Arvorig hag e gevelerien.

 

Festival de la photo animalière – Ti Menez Are

Festival du Centre de la Terre – Photo Pierre-Yves Cavellat

Tro Menez Are

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×