Mirdi an Tourioù-tan hag ar Balizennoù

Mirdi an Tourioù-Tan hag ar Balizennoù a zo lec’hiet war Eusa, ouzh troad tour-tan brudet ar C’hreac’h. Kontañ a ra deomp istor ar sinalioù war vor. Deuit e-barzh d’ober tro ar mirdi ha ho po tro da gejañ gant an dud ha gant ar binvioù o deus sevenet beaj hir ar sinalioù war vor.

 

Evit abegoù yec’hed hon eus ranket serriñ ar mirdi evit poent.

Savet eo bet ar mirdi e sal kozh ar mekanikoù ‘barzh kreizenn dredan an tour-tan gant pezhioù optikel, maketennoù, kambr diwallerien tour-tan Armen adsavet evel ma oa. Testenioù int deus tout ar pezh ‘zo bet bevet ha gouzañvet gant an dud a-raok dont a-benn da vestroniañ ar sinalioù war vor.

An diskouezadeg pad a zo bet savet e tri rann :

  • A-hed an istor : ar peñseoù, ar savetaj hag ar sinalioù war vor,
  • Emdroadur an teknikoù evit goulaouiñ : tan ‘barzh un tour e henamzer betek al lampoù halogen a zo hiziv ,
  • Istor saverien an tourioù-tan ha “diwallerien an tan”.

Eusa zo ur gwir virdi dindan an amzer evit ar sinalioù war vor. A-viskoazh eo bet un dachenn amprouiñ evit an teknologiezhoù nevez. Etre 1861 ha 1939 eo bet disehan al labourioù, setu perak e oa al lec’h gwellañ evit sevel ur mirdi diwar-benn ar sinalioù war vor. Mirdi an Tourioù-tan hag ar Balizennoù a zo bet krouet e 1988 gant departamant Penn-ar-Bed, ministrerezh an Aveadurioù ha Park natur rannvroel Arvorig. Roet eo bet d’ar mirdi al label Mirdi Frañs.

  • Ebrel, Mae, Mezheven : digor bemdez etre 11 eur 30 ha 5 eur. (Betek 6 eur evit ar gouelioù hag an dibennoù-sizhun hir).
  • Gouere hag Eost : digor bemdez etre 10 eur 30 ha 6 eur hag a-wechoù diouzh noz etre 9 eur hag 11 eur noz hervez roll an abadennoù.
  • Gwengolo : bemdez etre 11 eur 30 ha 5 eur
  • Etre miz Here ha miz Meurzh :
    • e-pad vakañsoù skol an takad B : digor bemdez etre 11 eur 30 ha 5 eur (serr da zeiz an Nedeleg ha Kalanna Genver)
    • en diavaez deus ar vakañsoù skol : digor bemdez, nemet da lun, etre 11 eur 30 ha 5 eur.

  • Den gour : 6 €
  • Bugel etre 8 ha 14 vloaz : 4 € – gratuit pour les moins de 8 ans
  • Digoust dindan 8 vloaz

    Priz digresket evit ar studierien, tud dilabour, tud kartenn familh niverus ganto : 4.50 €

  • Paseporzh Penn-ar-Bed eil gweladenn : Den gour : 4,50 € / Bugel : 3,90 €
  • Gweladenn heñchet : 2 € – Bugel : 1.50 € –

    Den gour ‘barzh ur strollad tud : 1.50 €

Evit abegoù yec’hed ha surentez, ne vez ket degemeret loened ‘barzh ar mirdi.

 

Abadennoù a bep seurt a vez kinniget a-hed ar bloavezh :

  • Gweladenn heñchet ar mirdi a bad 1 eurvezh
  • An hentad heñchet diwar-benn ar sinalioù war vor a loc’h diouzh ar mirdi e-pad 2 eurvezh. A-hed ar weladenn e vo tu deoc’h gouzout muioc’h diwar-benn ar 5 tour-tan en Eusa, an touribelloù, ar balizennoù, ar merkoù, roudoù ar savadurioù savet evit reiñ bod d’ar sinalioù son (ne z’eont ket ken en-dro) evel ar c’hloc’h dindan vor pe trompilh Pern lakaet da vont en-dro gant kezeg.

     

  • abadennoù diouzh noz pe en diavaez deus an hañv (teul-filmoù, prezegennoù)

Ferennoù diskouezet er mirdi – Luc’hskeudenn : Albert Pennec

Dastumadeg ar mirdi a zo ennañ tro-dro da 800 pezh ha drezho e weler ar cheñchamantoù teknikel abaoe kantvedoù e-keñver ar goulaouiñ hag ar sinalioù war vor.

Al lodenn vrasañ deus an dastumadeg a zo e orin er mirdi kozh a zo bet staliet e dastumlec’h kreiz an tourioù-tan hag ar balizennoù e karter an Trocadero e Paris abaoe diskouezadeg hollvedel 1878. Ar mirdi-se a ziskoueze ennañ pezhioù ardivinkoù goulaouiñ miret adalek penn-kentañ an XIXvet kantved gant servijoù an tourioù-tan. Serret eo bet ar mirdi e 1955.

Ar peurrest deus an dastumadeg a zo bet savet diwar profoù ha prenadennoù a bep seurt (tour-tan ar C’hreac’h, Kevredad broadel ar saveteiñ war vor Eusa, pezhioù arkeologiezh danvorel fiziet).

An dastumadeg dibar-mañ a zo ennañ ivez testenioù war ar sevel tourioù-tan ha buhez an diwallerien, ennañ zo ivez dafar balizennañ ha gobarioù. Ar peurrest deus an dastumadeg orin a zo e Mirdi ar morlu e Paris.

Pezhioù arkeologel kavet dindan vor a zo er mirdi, fiziet gant ar Stad pe gant kevredigezhioù splujerien.

Raktres kreizenn broadel an tourioù-tan- Gwel ledan war ar savadur. © Nicolas Moreau ha Hiroko Kusunoki.

Ul lodenn vras deus dastumadeg broadel an tourioù-tan hag ar sinalioù war vor a zo e Penn-ar-Bed e mirdi an Tourioù-tan hag ar Balizennoù war Eusa. Departamant Penn-ar-Bed a zo bet kretet gant ar glad dreistordinal-mañ hag e labour, gant kevelerien all, evit sevel kreizenn broadel an tourioù-tan e Penn-ar-Bed.

Teir lodenn a zo er raktres :

  • Renevezet e vo Mirdi Tourioù-tan ha Balizennoù Eusa ‘benn 2022 ha kempennet e vo tour Tour-tan ar Creac’h evit bezañ gweladennet gant an dud.
  • Digoret ‘vo ur greizenn displegañ e porzh Brest. Ar strollad tisavourien Moreau-Kusunoki a zo bet dibabet evit koñseviñ anezhi. Kinniget eo bet ar raktres d’an dud e fin miz Mae 2019. Digoret e vo ar greizenn e 2021 e beg kentañ ar porzh.
      • Sevenet e vo ur greizenn mirout ha reneveziñ an dastumadeg broadel e hanternoz Brest a dap enni an dastumadegoù a zo e Breizh ha re a oa e Pariz.

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×