A-hed hag a-dreuz ar Park !

Emaoc’h o klask foetañ hentoù Penn-ar-Bed ? Bec’h d’an troadikelloù !!! Gwell eo deoc’h gwiskañ marteze ! ?  Skoit war du Park natur rannvroel Arvorig !!

En Argoad : Tro Menez Are

Ma loc’hit diouzh Montroulez (gant ur gar TTB – 3 eur diouzh Pariz), kit gant ar GR 380 evit tremen dre Venezioù Are, an dremmvroioù bravañ en Argoad a-hed an 240 km (e-pad 12 devezh bennak) a gaso ac’hanoc’h war leinioù Breizh, betek ar Roc’h Drevezel hag ar Roc’h Dredudon. War ho hent e c’hellit kaout un tañva deus glad ar vro : chapel Tuchenn Sant Mikael, abati ar Releg.. Endroioù mojennoù ar vro a kavot e koad ha kleger an Uhelgoad, e mirva naturel lanneg ar C’hrannoù e vo tu deoc’h luc’hskeudenniñ glizh-an-heol ur blantenn gigezat. Prenit ar sturlevr savet gant Kevread Frañs an troioù-bale evit bezañ ambrouget war an hent.

En Arvor : Tro Gourenez Kraozon

Un droiad a ra 166 kilometr war aod Park an Arvorig etre Morlenn Brest, mor an Hirwazh ha Bae Douarnenez. Tro gourenez Kraozon a gaso ac’hanoc’h war hent ar valtouterien pe ar GR 34 (hent tro-vale-hir) dre aberioù an Aon betek leinioù ar Menez C’homm. War an hent, war du Morgad e vo merzhet ganeoc’h kaiakerien ha splujerien e mougevioù mor; e Roskañvel e vo tu deoc’h sellet ouzh ar magoariegoù hag an Tour Vauban. Diouzh noz a-hed begoù douar Kameled ha Kroazon e vo sklerijenn tourioù-tan mor an Hirwazh o toullañ an deñvalijenn evit c’hoari kuzh ganeoc’h. Ezhomm ho po da gaout ganeoc’h war ho hent sturlevr  Kevread Frañs an troioù-bale.

Etre ar gourenez ar menezioù  hag ar ganol : war ar belohentoù hag an hentoù glas

E gourenez Kraozon ul lodenn deus an hent glas a c’hell bezañ implijet hag ‘benn nebeut e vo tu loc’hañ diouzh Kameled evit mont betek Gwitreg, dibenn  an hent glas-mañ.

Loc’hit diouzh Kastellin evit mont betek an Naoned en en ur vont a-hed ar ganol savet diwar urzh Napoleon. Stardit war ho troadikelloù e-pad 400 kilometr war hed an 238 skluz hag o ziez-skluz iskiz.

Kompez a-walc’h eo an hent a dremen drezhañ ar Velodyssée. Un doare plijus evit ar familh da vont asambles gant an hent evit arvestiñ dremmvroioù liesseurt ha tremen dre gêrioù istorel (Pondi, Josilin, ….). Tachennoù-kampiñ a zo bep an amzer a-hed ar ganol evit tremen an noz.

M’emaoc’h o tont diouzh Montroulez e c’hellot mont war hent ar ganol e Karaez.

Tremen a rit dre ur frapad hent a 48 km a zo un tamm deus ar Velodyssée (belohent glas) evit treuziñ Menez Are ha tapout ar ganol. War an hent, gweladennit Montroulez, chomit a-sav e gar gozh Skrigneg, ‘zo bremañ ur bod-arsav, kit betek Mirdi ar bleiz pe betek koad ha kleger an Uhelgoad.

Mont war varc’h ?

Tremenit dre wennodennoù distro Menezioù Are evit ober anaoudegezh gant an ekoreizhiadoù gouez ha dic’hortozus.

Kreizenn varegezh an Are ha Randoloisirs a ginnig pourmenadennoù war an devezh pe war veur a hini. Atant maregezh ar C’harzh du a aoz beajoù war varc’h war tiriad ar Park en e bezh.  M’emaoc’h yach ha dibistig ha barrek, e c’hellot mont e-pad c’hwec’h devezh war varc’h e kribinoù Menez Are e-kerzh baleadennoù kinniget gant Caval & Go.

 

Luc’hskeudenn : Raphaël Zaugra

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×